Judit ha Holofern

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Youdith gant penn Olofern
(Lucas Cranach an Henañ, 1530)
Youdith o tibennañ Olofern
(Caravaggio, c. 1599)

Judit ha Holofern, pe Youdith ha Holofernes zo un danevell eus an Testamant Kozh katolik hag ortodoks hag a zo bet livet pe gizellet gant meur a arzour.

An anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hebraek eo an daou anv : eus יְהוּדִית‎ je'hu:dit Yec'houdit "Yuzevez" e teu Judit , hag eus הולופרנס 'holo:fernəs Holofernes e teu Holofern  ; den ne oar ster an anv diwezhañ-mañ, a zo deuet moarvat, dre ar perseg, eus Asiria, ma oa Oropherne e stumm[1].

An istor dre vras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevellet eo istor Youdith hag Olofern en Testamant Kozh, el levr deuterokanonikel anvet Levr Youdith (Yd.).
Hervez an istor, Olofern a oa ur jeneral asirian a oa war-nes distrujañ kêr Vaituloua. Youdith, un intañvez kenedus eus Baituloua, a zeuas a-benn da chom e teltenn Oloferne en h unan gantañ abalamour d'ar c'hoant en doa dezhi. Badaouet e oa ar brezelour gant ar boeson, ha lazhet ha dibennet e voe gant Youdith. Kas a reas e benn ganti en ur baner (taolennet douget gant ur vatezh koshoc'h alies). Peurliesañ eo bet dibabet gant an arzourien taolenniñ koulz an dibennadur pe ar mare m'emañ penn hec'h enebour gant an harozez en he dorn.

En arz europat e vez heuliet Youdith alies-kenañ gant he matezh, ar pezh a sikour da lakaat kemm etre hi ha Salome, douget ganti penn Yann Vadezour war ur plad arc'hant alies. Koulskoude e kaver taolennoù ma vez livet Youdith gant ur vatezh ha ganti ur plad arc'hant ivez.

Danevell an Testamant Kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Naboukadnesar II, roue Asiria e vije bet kaset Olofern da gastizañ pobloù disuj ar C'hornôg ha n'o devoa ket e skoazellet e-pad ar brezel renet gantañ enep ar roue pers Arfaksad (Yd. 1, 1).

Goude preizhañ ha gwastañ ar Reter-Nesañ hed-ha-hed e lakaas Olofern seziz war Baituloua, ur gêr yuzev (Sheikh Zuweid en Egipt hiziv moarvat, a zo ⲃⲁⲓⲧⲩⲗⲟⲩⲁ e kopteg) hag a stanke un hent e menezioù Judea.
Tost e oa an difennerien d'en em zaskoriñ abalamour ma n'o devoa mui dour ken, met un intañvez yaouank anvet Youdith, bras he c'hened hag he finvidigezh, a zivizas saveteiñ kêr. Mont a reas gant he matezh ha lestradoù gwin da gamp Olofern, ha strobinellet e voe ar jeneral diouzhtu gant kened ha spered ar vaouez. Aozañ a reas ur banvez en hec'h enor hag en diwezh en em dennas e vevelien didrouz kuit da drubuilhañ e nozvezh gant Youdith. Houmañ avat a zalc'has d'e vezviñ, ha pa welas n'edo ket gouest d'en em zifenn ken en e zibennas gant sikour he matezh a-raok kas e benn da Vaituloua.
Pa gavas ar soudarded korf o jeneral dibennet da vintin e kemerjont aon. Lod a dec'has kuit, hag en un doare aes e faezhas ar Yuzevien ar re a chome.

Burutelladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet a ra ar pep brasañ eus al lenneien ouzh an istor-se hag ouzh ar jeneral Olofern evel evel un ijinadenn penn-da benn.
Enebiñ a ra an danevell an nerzh hag an tagusted diouzh un tu hag ar gwander hag an divarregezh d'en em zifenn diouzh an tu all. Distrujet eo an nerzh avat gant ar c'hoantegezh. En arz e vez lakaet war wel alies dañjer hoal friant ar vaouez a laka ar wazed dindan gazelge en un doare re aes evel Olofern.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a oberenn zo bet awenet gant ar vojenn.

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]