Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Judit ha Holofern

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Un aktour e oa Jacob Pavlovitch Adler (1855-1926) ; roud ebet eus ur c'hoarigan gantañ. --109.218.3.98 29 Meu 2021 da 10:50 (UTC)[respont]

Setu un nebeut skouerioù :
  • 1846, HSH : Judith, Holofernez
  • 1866, BSLss : Judit, Holofern
  • 1870, FHB : Judith, Holofernez
  • 1881, RECe : Judith, Holofernes
  • 1913, VROJ : Judith, Holofernes
  • 1930, ALAN : Judizh, Holofernez
  • 1968, LLMM : Judith, Holofern
176.173.121.86 22 Gen 2022 da 15:05 (UTC)[respont]
Trugarez evit ar renabl-se ; ouzhpenn dezhañ emañ ar pennadoù Judit, Youdith, Levr Youdith hag Olofern. Peadra d'en em goll eta.
Ne'm eus kavet den ebet a vije o verañ ar wiki evit c'hoazh, na roud ebet eus ur gumuniezh ennañ, ha war a seblant e vez muioc'h a chikan difrouezh bremañ eget a gendiviz holloueziadurel evel ma oa gwechall ; kalz tud gouiziek ha donezonet zo aet kuit, a zastuman goude lennet kantadoù ha kantadoù a bennadoù ha kaozeadennoù. O vervel war e bouez emañ ar wikipedia brezhonek, 'm eus aon.
Koulz din chom gant al labour teknikel, moarvat, kuit a vezañ lakaet da hell raiser, da "saver ifern", da gaoc'her, na petra 'ta. Patroller engineer (kaozeal) 22 Gen 2022 da 15:23 (UTC)[respont]
Roud ebet eus "Youdid", "Youdit" pe "Youdith" er skridoù brezhonek kozh. Ha Jezuz a vez skrivet Jezuz, evel just... 176.173.121.86 22 Gen 2022 da 15:56 (UTC)[respont]
Mard oc'h kollet, lakait grep da labourat war skridoù kozh, ha sklaeroc'h e vo deoc'h. 176.173.121.86 22 Gen 2022 da 16:17 (UTC)[respont]

Holofernes (el) Ὀλοφέρνης (he) הולופרנס eo an anv reizh. Distaget e vez an <H> e הולופרנס 'holo:fernəs ; ur skouer zo aze ; (he) יְהוּדִית‎ zo je'hu:dit, Yehoudit pe Yec'houdit. Alan J. Roxx (kaozeal) 22 Gen 2022 da 16:20 (UTC)[respont]

Klasket 'm eus \W[IY]e(c')?houdi[td]\W en ur bern skridoù kozh e brezhoneg : netra. 176.173.121.86 22 Gen 2022 da 16:33 (UTC)[respont]
Dav eo din resisaat ar pezh am eus skrivet amañ a-uc'h : ar stummoù reizh e-keñver o distagadur orin eo Holofernes ha Yec'houdit da'm meno ; an distagadur gallek eo orin an treuzskrivadurioù brezhonek a gaver. Er Wikipedia brezhonek ez eus bet klasket treuzskrivañ gwelloc'h, evit doare. A-hend-all, merkañ a ran ez eo bet degaset kemmoù er pennadoù e-keit ha ma oac'h o labourat, hep goulenn ali nep den : Holofern (peuzreizh) zo bet kaset da Olofern (n'hall ket bout), "Judit" zo bet lakaet da stumm brezhonek "Youdit" (pe dre lezenn ? ur fazi treuzskrivadur moullet e 1866 a chom ur fazi e 2022). A galon, Alan J. Roxx (kaozeal) 22 Gen 2022 da 17:46 (UTC)[respont]

Ali personel

[kemmañ ar vammenn]
Ha gant virus, evel-just? Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Gen 2022 da 19:55 (UTC)[respont]