Judit
Judit zo un anv-badez brezhonek hag hungarek a orin hebreek, roet er relijion protestant, hag a zeu eus an Testamant Kozh.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv a orin hebreek eo Judit, ha furm venel Jud, pe Yehudi, anv unan eus an daouzek abostol.
Roet e vez an anv abalamour d'ar vaouez a gonter hec'h istor e Levr Judit, hag a voe trec'h war ar jeneral Holofern.
Ur santez dianav
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Italia e anavezer ur santez Judit, pe Giuditta, merzherez e Milano. Lidet e vez an anv Judit d'ar 5 a viz Mae en deiziadur kristen.
Doareoù all an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E galleg ha saozneg e vez skrivet Judith (distaget disheñvel)
- En alamaneg e vez skrivet Judith, a vez berraet e Jutta
- En italianeg eo Giuditta.
- En latin eo Juditha.
- En poloneg eo Judyta.
Implij an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne vez ket roet an anv e-touez ar vrezhonegerien. Nebeut e vez roet e-touez gallegerien Breizh, moarvat dre m'eo stag ouzh an hengoun yuzev ha protestant kentoc'h eget ouzh an hini katolik.
Er Grennamzer e veze roet an anv e-touez uhelidi frank Europa, ha ne oa ket dianav e Breizh (gwelout amañ dindan).
Tud anvet Judit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Bibl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv meur a briñsez frank eo bet:
- Judith Bavaria, impalaerez, gwreg da Loeiz an Deol, merc'h da Welf Iañ Bavaria
- he merc'h-vihan Judit Bro-C'hall, merc'h da Karl Voal, a zimezas
- gant Ethelwulf, roue Wessex,
- gant Ethelbald, mab da Ethelwulf ha roue Wessex
- gant Baldwin Iañ Flandrez, kont Flandrez
Teir maouez a renk uhel zo brudet en istor Breizh:
- Judit, marvet etre 948 ha 952, pried-kleiz da Alan II, mamm da dri bugel bastard:
- Hoel Iañ, ganet war-dro 930, kont Naoned ha dug Breizh.
- Gwereg Breizh, ganet war-dro 933, marvet e 988, dug Breizh
- Judit, a zimezas da Pons de Marseille.
- Judit (982-1017), c'hoar da Jafrez, kont Roazhon, a vez graet Judit Roazhon, pe Judit Breizh anezhi ivez, a voe dugez Normandi, a zimezas da Richarzh II dug Normandi.
- Judit Naoned (...-1063), merc'h da Yezekael Naoned, kont Naoned: dimeziñ a eure da Alan Kanhiart, kont Kerne.
Meur a Judit all zo bet c'hoazh er Grennamzer.
En arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un homelienn hag ur varzhoneg, e saozneg kozh o-div, zo anvet Judith;
- Ur pezh-c'hoari gallek gant Jean Giraudoux e 1931 zo bet anvet Judith
- Ur ganaouenn c'hallek gant Serge Gainsbourg en 1959 zo anvet Judith
- Ur film gant Daniel Mann e 1966 zo anvet Judith
- Taolennoù (gwelout ar pennad Judit ha Holofern (arz)):
- un daolenn gant Giorgione zo anvet Judit,
- un daolenn gant al livour aostrian Gustav Klimt zo anvet Judith I, hag unan all Judith II (Salome) .
Implijoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levr Youdith
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Levr Youdith a zo kollet e vammskrid hebreek, met un droidigezh e gregach a zo miret er Bibl katolik (ha n'eo ket degemeret er Bibl protestant)
Brudet eo istor Youdith ha Olofern, ma ya an harozez yuzev da lorbiñ ar jeneral a zo oc'h freuz ha reuz en he bro, ha d'e lazhañ. Gwelet eo bet gant kalz livourien, abaoe an Azginivelezh, evel arouez ar Vaouez dieuberez peurvuiañ, pe spazherez a-wechoùigoù, hervez an dud.