Asirianed
Neuz
- Tennañ a ra ar pennad-mañ d'an Asirianed, ur bobl aramaeger ha kristen. Evit bro gozh Asour (en Henamzer), sellit ouzh : Asiria.
An Asirianed (aramaeg: ܐܬܘܪ̈ܝܐ Āṯurāyē), a vez graet Arameaned, Kaldeaned, Siriaked, Sayfo ha Seyfo anezho ivez, a zo ur bobl pe ur genel hag a oa diazezet e darnoù 'zo eus ar riezoù a-vremañ : Iran, Iraq, Liban, Siria. Da heul heskinadegoù ha gouennlazhadegoù an XXvet kantved e oa tec'het kuit an hanter anezho hag aet da vevañ er C'haokaz, e Norzhamerika hag en Europa ar C'hornaoueg.
War-dro ur milion hanter a zo anezho. Ober a reont gant yezhoù nevez-aramaek, ha kristenien int.
Strew er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez war-dro 800 000 anezho en Iraq, 500 000 e Siria, 83 000 e SUA, 35 000 e Sveden, 23 000 en Alamagn, 19 000 en Aostralia, 14 000 e Rusia hag un 10 000 bennak en Iran m'o deus gwir da gaout ur sez er Parlamant.