Giorgio Vasari

Eus Wikipedia
Emboltred, gant Giorgio Vasari
Golo levr Vasari Le Vite

Giorgio Vasari (30 a viz Gouhere 1511 en Arezzo - 27 a viz Mezheven 1574 e Firenze) a oa ul livour italian eus ar XVIvet kantved, hag ivez un tisavour hag ur skrivagner.

Brudet eo e levr Le Vite (pe Le Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori), diwar-benn buhez arzourien italian e amzer, ar c'hentañ levr diwar-benn istor an arz. Muioc'h e oa priziet e livadurioù en e vev eget en amzer-vremañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e ti tud dister, hag erbedet e voe gant e genderv Luca Signorelli da vont da ziskibl gant Guglielmo da Marsiglia da zeskiñ ar vicher livañ gwer. D'e 16 vloaz e voe kaset gant ar c'hardinal Silvio Passerini d'ober e studi da Firenze gant Andrea del Sarto hag e ziskibien arall Rosso Fiorentino ha Jacopo Pontormo. Ober a ras anaoudegezh gant Michelangelo, ha levezonet bras e voe gantañ. E 1529 edo e Roma o studiañ oberennoù Raffaello hag arzourien all an Azginivelezh roman . Implijet e voe gant tud an tiegezh Medici e Firenze hag e Roma, ha labourat a reas ivez e Naplez hag en Arezzo.

E-touesk e livadurioù brudetañ e vo meneget:

Pouezusoc'h avat eo e labour tisavour eget e livadurioù.

Skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo e levr Le Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori) (1560-1570), un oberenn a bouez, embannet e 1550 evit ar wech kentañ, adembannet e 1568. Urzhiañ a ra an arzourien zo bet en e raok pe ar re zo kempred gantañ gant ur sell istorel.

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jeanne Poisson : Vasari était-il un grand historien d'art ? (1973), savet diwar he zezenn diwar-benn fazioù Vasari e-barzh le Vite.

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]