Franz von Stuck
Franz von Stuck (23 a viz C'hwevrer 1863 e Tettenweis - 30 a viz Eost 1928 e München) a oa ul livour alaman a vez renket e luskad an arouezouriezh hag e hini an eztaolouriezh.
E Tettenweis, e Bavaria voe ganet, ha studiañ a reas en akademiezh München. Brudet e teuas da vezañ goude bezañ skeudennoù er Fliegende Blätter ha re all da ginklañ levrioù. Azalek 1889 en em ouestlas d'al livañ, ha berzh a reas kerkent ha savet e daolenn gentañ, anvet The Warder of Paradise. A-fet livañ e tiskouezas e oa barrek evit a selle ouzh aozañ e daolennoù, ha lavaret e vez e tenn e oberennoù da gizelladurioù. Lod brasañ e oberennoù a denn d'ar mojennerezh ha d'ar skeudennadurioù. Daoust ma plede gant dodennoù klasel ne oa ket kalsl e zoare da livañ. E varregezhioù a weler en atlet en arem a gizellas : he gwelout a c'haller e Berlin, Budapest hag e Hamburg.
E-touez e daolennoù brudetañ emañ Ar Pec'hed ha Brezel (Pinakothek München), Ar Sfinks, Ar C'hroazstagadur, Ar Gevezerien, Baradoz kollet, Oedipus, Temptadur ha Lusifer.
E 1914 e voe unan eus sinerien Manifesto an 93 kefredour. Daoust dezhañ bezañ bet kelenner en akademiezh e voe ezel ivez eus Sezession München.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jo-Anne Birnie Danzker, Ulrich Pohlmann und J.A. Schmoll gen. Eisenwerth (Hrsg.): Franz von Stuck und die Photographie. Inszenierung und Dokumentation. München, 1996
- Birgit Jooss: Ateliers als Weihestätten der Kunst. Der „Künstleraltar“ um 1900. München, 2002
- Eva Mendgen: Franz von Stuck 1863-1928. „Ein Fürst im Reiche der Kunst“. Taschen, Köln, 1994
- Thomas Blisniewski: „Mit glühenden Augen lockt das nackte Weib“ – „Die Sünde“ Franz von Stucks im Wallraf-Richartz-Museum. Fondation Corboud. In: Kölner Museums-Bulletin. Berichte und Forschungen aus den Museen der Stadt Köln (1) 2004, S. 22-33