Orazio Gentileschi
Orazio Lomi Gentileschi (1563 e Pisa – 1639 e Londrez) a oa ul livour italian.
Tad e oa d'al livourez Artemisia Gentileschi. Levezonet bras e voe gant Caravaggio.
E 1626 ez eas da labourat da Vro-Saoz, e lez ar roue Charlez Iañ. E-pad ur pennad e labouras e Pariz ivez, e palez al Luxembourg. Dont a reas kalz a livourien d'e welet, Gallaoued ha Hollandiz, ha levezoniñ a reas Louis Le Nain, Laurent de La Hyre, ha Philippe de Champaigne.
E Bro-Saoz e plije e zoare klasel da livañ d'an dud a renk uhel, ha lakaet e voe gant Van Dyck e e 100 poltred tud brudet. Mervel a reas Orazio Gentileschi e 1639 e Londrez.
Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Judit ha Holofern . Livet eo bet ar vojenn gant Artemisia, merc'h Orazio, ivez.
Felicità pubblica Superando pericoli. (La Félicité publique triomphant des dangers, Mirdi al Louvre)
Gweledigezh Santez Francesca Romana, Urbino.
Kupidon ha Psic'he, Mirdi ar Peniti.