Frañseza Roma

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Francesca Romana)
Istorioù santez Frañseza Roma gant Antoniazzo Romano
Gweledigezh Santez Francesca Romana, livet gant Orazio Gentileschi, Urbino.

Frañseza Roma, anavezet en italianeg evel Francesca Romana (1384-1440), a zo ur santez katolik eus kêr Roma, a ziazezas urzh an Oblate di Maria.

Plac'h eus an noblañs e oa, ganet en tiegezh Bussa de' Leoni e Roma ma vevas a-hed he buhez en un palez nei pressi di Trastevere. D'he zrizek bloaz e rankas dimeziñ da Lorenzo de' Ponziani.

E 1425 e tiazezas urzh an Oblate di Maria, a vode an dud a ouestle ren ur vuhez er vertuz hag er garitez, hervez reolenn urzh sant Benead. Adal 1436, war-lerc'h marv he gwaz, e voe superiorez ar Vreuriezh.

Anvet e voe da santez e 1608, hag enoret evel santez an intañvien hag intañvezed.

En XXvet kantved eo bet lakaet da santez ar vlenierien-girri ouzhpenn gant ar pab Pi XI.


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]