Amor Vincit Omnia (Caravaggio)
Amor Vincit Omnia |
Caravaggio, 1601–1602 |
Eoullivadur war vezher |
156 × 113 cm |
Gemäldegalerie, Berlin |
Amor Vincit Omnia (Karantez zo trec'h da bep tra) zo anv un eoullivadur graet gant gant an arzour italian Caravaggio (1571-1610) er bloavezhioù 1602 - 1603, ma weler Eros, pe Kupidon, livet evel an trec'hour war obererezh an dud : brezel, sonerezh, skiant, gouarnamant. War ziskouez emañ er Gemäldegalerie (Berlin).
Livet eo bet Kupidon gant Caravaggio ivez en un daolenn all, Kupidon en e gousk.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1601 ha 1603 e voe graet an daolenn gant Caravaggio evit ar markiz Vincenzo Giustiniani, unan eus ar Romaned pinvidikañ a oa d'ar c'houlz-se.
En amzerioù-se edo Caravaggio o klask fred muioc'h-mui gant an Iliz, ha hennezh e oa an diwezhañ oberenn evit tud diveleg. En Amor Vincit Omnia e weler an doueig roman Kupidon gant divaskell du un erer, hanter goazezet war un daol, pe o tiskenn diwarni. En-dro dezhañ emañ arouezioù an ober denel: lud ha biolin, harnez, karrez ha kompasoù, pluenn ha dornskrid, delioù, boul-douar, mesk-ha-mesk dindan troad Kupidon.
Savet eo an daolenn da skeudenniñ gwerzenn Vergilius en e Ecloga X.69, Omnia vincit amor et nos cedamus amori ("Karantez zo trec'h da bep hini, plegomp d'ar garantez!").
Gant al livour Orazio Gentileschi eo e voe anvet Karantez disakr, ha berzh a reas kenkent e-touez an dud a zeskadurezh e Roma. Gant ur barzh e voe skrivet tri madrigal (eus ar ger italianek "madrigale") diwar an oberenn, gant unan all un epigram latin, a rae meneg eus gwerzenn Vergilius Omnia Vincit Amor, met ne voe ket lakaet da anv d'an daolenn ken na deuas an arzvarnour Giovanni Pietro Bellori da skrivañ buhez Caravaggio e 1672.
E 1602, un tamm goude ma voe echu Amor Vincit, e voe goulennet ul livadur gant ar c'hardinal Benedetto Giustiniani, breur Vincenzo ha kensaver an dastumad Giustiniani a oberennoù arzel, ouzh al livour Giovanni Baglione. En e daolenn Karantez sakr a-enep karantez profan e weler Karantez Doue o tispartiañ ur C'hupidon yaouankik diouzh ul Lusifer.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Catherine Puglisi, Caravaggio, Phaidon, London/New York, 1998. ISBN 0-7148-3966-3
- Peter Robb, M:The Caravaggio Enigma, Duffy & Snellgrove, Sydney, 1998. ISBN 1-876631-79-1