Koan en Emmaus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Koan en Emmaus zo anv daou eoullivadur gant Caravaggio hag a ziskouez Jezuz, goude savet a varv da vev, o koaniañ gant diskibien en Emmaus (Lukaz, XXIV, 13-35).

An daolenn gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un daolenn gentañ 195 x 139 cm he mentoù a voe graet gant al livour e 1601-1602 evit un ao. Ciriaco Mattei ; e National Gallery Londrez (R-U) emañ hiziv. Daou waz zo ouzh taol gant Jezuz, hag un trede en e sav e-kichen skoaz dehoù ar c'houviad.


Taolenn 1606[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil taolenn (141 x 175 cm) livet e 1606 zo miret er Pinacoteca di Brera e Milano, en Italia. En un aergelc'h teñvaloc'h e weler ivez daou waz ouzh taol gant ar C'hrist ; div vaouez zo en o sav en tu kleiz dezhañ.

Graet e voe an daolenn er bloaz ma rankas Caravaggio tec'hout eus Roma, goude lazhet gantañ un den, Ranuccio Tomassoni e anv, en ur gann er straed. Prenet e voe al livadur gant ar markiz Costanzo Patrizi, dre hanterouriezh, a greder, ar banker Ottavio Costa.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]