Yann ar Badezour, Kansas City, Missouri
- Gwelout ivez: Sant Yann-Vadezour (Caravaggio)
E 1604 e voe goulennet digant Caravaggio livañ ur Yann-Vadezour evit arc'hanter ar pab, ha karour an arz, Ottavio Costa, en doa bet div daolenn all digantañ, Judit o tibennañ Holofern ha Marta ha Mari-Madalen.
C'hoant en doa Costa da lakaat an daolenn war un aoter en ur chapelig en e zomani e Conscente (tost da Albenga, er Riviera brudet), met kement e kare anezhi ma kasas un eiladenn d'e chapel ha ma viras al livadur orin en e zastumad e kêr. Hiriv emañ en Nelson-Atkins Museum e Kansas City.
An arzourien, adalek Giotto betek Bellini, o devoa diskouezet ar Badezour evel un istor hag un arouez komprenus d'an holl; soñjal e c'halle un oberenn diskouez ur bed prevez kentoc'h eget ur santadur boutin ha feiz ur gevredigezh a oa ur mennozh nevez-flamm-flimin.