Riviera
Neuz
Riviera a zo ur ger italianek hag a dalvez kement hag "aod, bord ar mor". Graet e vez gantañ evit envel arvor ar Mor Kreizdouar e Liguria (en Italia) hag aod Kontelezh Nisa (ma vez graet gant an droienn Côte d'Azur ivez) ha Monaco. Dre astenn e vez graet gant ar ger ivez evit kement aod vrav, heoliek, hag a sach kalz a douristed.
Dre ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar skouer ar Riviiera ligur, ez eo bet roet an anv da aodoù all dre ar bed.
- en Europa
- Alamagn: ar Riviera alaman war aod kreisteiz ar Mor Baltek, e Mecklemburg-Pomerania
- Breizh: Tiez an douristed Benoded ha Bro Fouenant a lavar emaint war "Riviera Breizh"[1].
- Bro-C'hall:
- er vro-se eo anvet ivez Côte d'Azur
- Riviera des Alpes, merk Aix-les-Bains , krouet en 2016 .
- Bro-Saoz: aod Torbay en Devon, e mervent Bro-Saoz. Un English Riviera Geopark a zo eno.
- Iwerzhon: an aod kreisteiz, e-kichen Eochaill, Aird Mhór, Dún Garbháin, Cobh ha Baile Choitín[2].
- Kroatia: aod Dalmatia.
- Rusia:
- meur a aod en-dro d'ar Mor Du.
- Spagn: Costa Brava, Costa Blanca, Costa Daurada, Costa del Sol.
- Suis: aodoù lennoù zo.
- ar Riviera vaudoise
- ar Riviera tessinoise, e Tessin .
- en Afrika
- en Amerika
- Stadoù-Unanet:
- Santa Barbara, e Kalifornia, war aod ar Meurvor Habask, gant un hin greizdouarel.
- "Irish Riviera" a zo ivez ur droienn luc'haj amerikanek evit ober anv eus kêrioù war an aod ma'z eus kalz a Iwerzhoniz a-orin o chom[3].
- Florida, aod kornôk art stad.
- en Azia