Sant Yann-Vadezour (Paotr yaouank gant ur Maout)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwelout ivez: Sant Yann-Vadezour (Caravaggio)‎.
Sant Yann-Vadezour pe Paotr yaouank gant ur maout, livet gant Caravaggio (1597-1598), Musei Capitolini, Roma.

Sant Yann-Vadezour, anv 8 taolenn en holl gant Caravaggio, eo anv an div daolenn anvet ivez Paotr yaouank gant ur Maout, a c'haller gwelout er Musei Capitolini, e Roma evit an eil, hag en Doria Pamphili Gallery e Roma evit eben. Tost peurheñvel eo an daou livadur, o-daou gant Caravaggio, hervez a greder.


Sant Yann-Vadezour, pe Paotr yaouank gant ur maout
Michelangelo Merisi da Caravaggio, Saint John the Baptist (Youth with a Ram) (c. 1602, WGA04112).jpg
Michelangelo Merisi da Caravaggio (a greder), 1602
Eoullivadur war vezher
129 × 94 cm
Musei Capitolini
Roma
Sant Yann-Vadezour pe Paotr yaouank gant ur maout, livet gant Caravaggio war-dro 1602, 129x94 cm, Doria Pamphilj Gallery, Roma.
Sant Yann-Vadezour, pe Paotr yaouank gant ur maout
Michelangelo Merisi da Caravaggio, Saint John the Baptist (Youth with a Ram) (c. 1602, WGA04112).jpg
Michelangelo Merisi da Caravaggio (a greder), 1602
Eoullivadur war vezher
129 × 94 cm
Musei Capitolini
Roma
Amor Vincit Omnia, Caravaggio, war-dro 1602. Gemäldegalerie, Berlin.

Un tamm mesk a voe e bedig anaoudeien binvidik Roma, e 1602, gant livadur Cupido (anavezet evel Amor Vincit Omnia en deiz a hiriv), graet evit an arc'hanter meur Vincenzo Giustiniani, skoazeller meur a arzour. Er memes bloavezh e oa bet urzhiet ul livadur gant Ciriaco Mattei, un arc'hanter meur all, en doa ur breur anvet Asdrubale a oa kamarad da Garavaggio, ha goulennet en doa un daolenn en enor da anv-badez e vab henañ Yann-Vadezour. pe e vije war c'houlenn Mattei (kement-se a c'hallfe bezañ, met prouenn ebet n'eus ganeomp) pe ne vije ket eo ar memes paotr a gemeras da batrom evel evit Amor Giustiniani.

Paotr noazh gant Michelangelo, war-dro 1508-1512. Chapel Sistina , Rome.

Ar patrom evit Amor Vincit a oa ur paotr Cecco, mevel Caravaggio, ha marteze e ziskibl ivez.

Sant Yann-Vadezour , war-dro 1518, gant Raffaello - un diaraogad d'al livour Caravaggio ... evit poltrediñ ar Badezour nemetken.

E 1601-1602 edo Caravaggio o vevañ hag o livañ e palez an tiegezh Mattei, ha gantañ labour e-leizh war ar stern evit pinvidien war-lerc'h ar berzh en doa graet gant e liverezh e chapel Contarelli ma en devoa lakaet war wel, e 1600 , Merzherinti Sant Vazhev ha Galvidigezh Sant Vazhev. Ur prantad labourus e voe e buhez al livour.

Madonna gant ar Mabig Jezuz ha Sant Yann-Vadezour, livet gant Giovanni Bellini, war-dro 1500-1504. Gallerie dell'Accademia, Venezia.