Angelo Branduardi

Eus Wikipedia
Branduardi e Naplez, Italia, 2005

Angelo Branduardi zo ur sonskriver (cantautore en italianeg) italian ganet d'an 12 a viz C'hwevrer 1950 e Cuggiono, damdost da Vilano, kêr-benn Lombardia.

Seniñ a ra un toullad binvioù: biolin, gitar, dulcimer.
Gant e albom kentañ, Branduardi e 1974, e reas berzh bras.
Skrivet ez eus bet e rae ur seurt folk-rock krennamzerel.
E meur a yezh e kan: — italianeg, galleg, saozneg, spagnoleg, yezhoù kozh — skridoù Sergei Essenin, Federico Garcia Lorca, Francesco d'Assisi, un albom penn-da-benn en deus graet da William Butler Yeats, ar barzh iwerzhonat.

Savet en deus tonioù evit filmoù, enrollet sonerezh a wechall (oberennoù Giorgio Mainerio) ha livet taolennoù.

E bladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.