C'haron (loarenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
C'haron gwelet gant ar sontenn New Horizons d'ar 14 a viz Gouhere 2015.

C'haron (anvadur etrebroadel: (134340) Pluto I Charon) eo brasañ loarenn Ploudon. Graet e vez Ploudon I anezhi ivez. Dizoloet e oa bet d’an 22 a viz Mezheven 1978 gant James Christy.
Arabat kemmeskañ gant 2060 Chiron, ur c’horf-oabl all eus Koskoriad an Heol.
Dre m’eo bras-kenañ ment Charon e-keñver Ploudon (an hanter bihanoc’h hepken), e lavar lod emeur gant ur blanedenn doubl ha n’eo ket gant ur blanedenn hag ul loarenn tro-dro, dreist-holl p’emañ ar greizenn c’hravitañ e-maez eus Ploudon.
Charon a oa « treizher an Anaon » e mitologiezh ar C’hresianed, met soñjet en doa ivez James Christy en anv e wreg Charlene pa oa o tibab an anv da reiñ d’e zizoloadenn.

1 207 km eo treuzkiz Charon.


Koskoriad Ploudon
PloudonC'haronHydraNixKerberosStyx

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Koskoriad an Heol
Pianeti-NoPluto.png
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan
Planedennoù korr: Ceres - Ploudon & C'haron - ErisMakemakeHaumea
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton
Traoù all: Heol - Gouriziad asteroidennoù - Stered-lostek - Gourizad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol