Ploudon
Ploudon ![]() ![]() | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Ploudon luc'hskeudennet gant ar sontenn New Horizons en hañv 2015
| |||||||
Kavadenn
| |||||||
Kaver | Clyde W. Tombaugh | ||||||
Deiziad | 18 a viz C'hwevrer 1930 | ||||||
Doareennoù he c'helc'htro
| |||||||
Skin etre | 5,90638×109< km ≈ 39,5 ua | ||||||
Ezkreizennegezh | 0,2488 | ||||||
Prantad reveulzienn siderel | 90 613,3058 d = 248 a 31 d 7,34 h | ||||||
Prantad sinodek | 366,7352 d | ||||||
Tizh kelc'htreiñ etre | 4,74 km/s | ||||||
Stouadur | 17,14175° | ||||||
Niver a loarennoù | 5 | ||||||
Doareennoù fizik
| |||||||
Treuzkiz keheder | 2370 km ± 20 km | ||||||
Gorre | 17 milion a km² | ||||||
Mas | 1,314×1022 kg | ||||||
Mas volumek etre | 2,0×103 kg/m³ | ||||||
Gravitadur war he gorre | 0,655 m/s² | ||||||
Prantad treiñ | 6,387 d = 6 d 9 h 17 min | ||||||
Stouadur an ahel | 119,61° | ||||||
Albedo | 0,60 | ||||||
Tizh frankizadur | 1,3 km/s | ||||||
Temperadur war he gorre |
| ||||||
Doareennoù an atmosfer
| |||||||
Gwask atmosferek | 0 - 0,0003 kPa | ||||||
Nitrogen | 90% | ||||||
Metan | 10% |
Ploudon (Pluto e latin ha (134340) Ploudon hervez hec’h anv ofisiel; arouezioù: ,[1]
[2]), a zo anezhi ur blanedenn gorr eus Koskoriad an Heol abaoe diviz an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel (UAE) ar 24 a viz Eost 2006. A-raok e oa degemeret da navet planedenn ar sistem Heol daoust da soñj un darn eus ar steredoniourien. Kavet e oa bet er bloaz 1930 gant Clyde W. Tombaugh.
Divizet ez eus bet gant UAE, d'ar 24 a viz Eost 2006 ivez, lakaat Ploudon da vezañ "prototip" ur rummad nevez a draezoù treuzneizhanat.
Ar blanedenn gorr gentañ eus Gouriziad Kuiper eo, hag an eil brasañ war-lerc'h Eris hervez ar pezh a anavezomp evit ar poent.
Hervez diviz UAE 2006 ez eo e gwirionez un divblanedenn gorr gant C'haron, daoust ma n'eo ket sklaer c'hoazh.
Loarennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ploudon he deus pemp loarenn anavezet. An hini vrasañ anezho, C'haron, a oa bet kavet er bloaz 1978. Div loarenn vihanoc’h a zo bet dizoloet e 2005, anvet int bet Hydra ha Nix, hag ur bevare kavet e 2011, bet anvet Kerberos, hag ur bempet e 2012, anvet Styx. Hervez arselladenn ar sontenn New Horizons e 2015 ne zlefe bezañ loarenn ouzhpenn all ebet o treiñ en-dro da Bloudon.
Difurch[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Betek 2015 e oa Ploudon ar blanedenn nemeti eus Koskoriad an Heol ha n’he doa bet sontenn ebet o vont betek enni. Dre se, ha dre m’emañ pell, ne ouied nemet nebeut a dra diwar he fenn.
D’ar Yaou 19 a viz Genver 2006 eo bet bannet gant an Amerikaned ar sontenn New Horizons a ziraezhas ar blanedenn e miz Gouere 2015.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 52-57.
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ JPL/NASA (2015-04-22). What is a Dwarf Planet?.
- ↑ (2004) in John Lewis: Physics and chemistry of the solar system, 2, Elsevier. 64 p.
Koskoriad an Heol | |
---|---|
![]() | |
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan | |
Planedennoù korr: Ceres - Ploudon & C'haron - Eris – Makemake – Haumea — Quaoar | |
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton | |
Traoù all: Heol - Gourizad asteroidennoù - Stered-lostek - Gourizad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet | |
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol |