Koumoulennad Oort
Neuz


Koumoulennad Oort ha Koumoulennad Öpik-Oort a reer er steredoniezh eus ur mell pikol sferennad damkanel korfoù-egor a vefe tro-ha-tro da goskoriad an Heol, he harzoù diabarzh en tu all da gelc'htro hirañ Ploudon.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En enor d'ar steredoniour izelvroat Jan Oort (1900-1992) ha d'e genseurt estonian Ernst Öpik (1893-1985) e voe anvet ar goumoulennad.
- Ernst Öpik a embannas e 1932 un damkaniezh a-zivout orin ar steredennoù-lostek : hervezañ e teufent eus ur goumoulenn a zo o kelc'htreiñ pell en tu all da gelc'htro Ploudon.
- Jan Oort a ginnigas e 1950 un damkaniezh all : e-lec'h kelc'htreiñ, ar goumoulennad-se a vefe tro-ha-tro da goskoriad an Heol.
Lec'hiadur ha ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ker pell tro-dro d'an Heol emañ Koumoulennad Oort, ha ker bras, ma vuzulier an hedoù de unanenoù steredoniel (au), 1 au o vezañ an hed etre an Douar hag an Heol, da lavaret eo e-tro 150 milion a gilometradoù pe 0,0000158 bloavezh-gouloù (bg).
- 30-50 au eo kelc'htro hirañ Ploudon.
- Da 2 000-5 000 au (0,0316-0,079 bg) diouzh an Heol emañ harzoù diabarzh Koumoulennad Oort ; etre 10 000 ha 100 000 au emañ he harzoù diavaez (0,158-1,58 bg). Aesoc'h eo marteze kompren an hedoù bras-divent-se dre an amzer : war-dro 1 600 000 km bemdez eo tizh ar sontenn Voyager 1 en egor ; a-benn un 300 bloaz bennak e yelo tre e Koumoulennad Oort, a guitaio un 30 000 bloaz bennak diwezhatoc'h. Hervez lec'h an Heol en egor e laka e c'houloù 11-29 devezh evit tizhout ar goumoulennad, a guita bloaz hanter diwezhatoc'h[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Mobidelli, Alessandro. Origin an dynamical evolution of the comets an their reservoirs. CNRS, 29 Du 2024 • En-linenn. Kavet : 15 C'hwe 25.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Oort Cloud Facts @ NASA. Kavet : 15 C'hwe 25.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ NASA.
Koskoriad an Heol |
---|
![]() |
Planedennoù : Merc'her • Gwener • Douar • Meurzh • Yaou • Sadorn • Ouran • Neizhan
|
Korrblanedennoù : Ceres • Ploudon & C'haron • Eris – Makemake – Haumea — Quaoar
|
Loarennoù pennañ : Loar • Phobos • Deimos • Io • Europa • Ganymede • Callisto • Titan • Titania • Triton
|
Traoù all : Heol • Gourizad asteroidennoù • Stered-lostek • Gourizad Kuiper • Koumoulennad Oort • Disk strewet
|
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol |