Mont d’an endalc’had

Marv

Eus Wikipedia
marv
end, meizad, perzh
Iskevrennad eusdarvoud Kemmañ
Arvezdevelopment of the human body, buhez Kemmañ
Abeg pennañabeg ar marv, muntr, Emlazh Kemmañ
Abeg kentizhdying, clinical death Kemmañ
Efeddead Kemmañ
Studiet gantsociology of death, medical jurisprudence, thanatology, philosophy of death Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://leanlogic.online/glossary/death/ Kemmañ
Dezverket dredegouezhioù ar marv, abeg ar marv Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/death Kemmañ
ICPC 2 IDA96 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC28554 Kemmañ
Arouezenn Unicode💀,  Kemmañ
Enebet ouzhganedigezh Kemmañ
Liorzh ar MarvHugo Simberg (1896) — Iliz-veur Tampere

Er vevoniezh e termener ar marv evel arsav dieiltro arc'hwelioù emvevañ ur boud bev (loen pe blantenn, da lavaret eo an analañ, mont en-dro an empenn hag ar reizhiad nervel kreiz, hag ar choazhañ maguzennoù.
A-wechoù e c'hoarvez arsavioù amzeriat e-kerzh ar goañvadur hag ar skornadur.
Goude ar marv e teu kuzumadur ar c'horf marv pe an organeg diwar obererezh ar bakteriennoù hag an amprevaned pe loenedigoù kelanezad.

E lod speredelezhioù hag relijionoù e vez graet un diforc'h etre marv ar spered denel ha marv ar c'horf ken ez eont da nac'hañ m'eo marv an den en e bezh.
Hervez lod ezoteregezhioù e c'hoarvez ar marv pa zeu ar c'horf fizikel da vezañ distaget diouzh ar c'horf eterek.

Enebet e vez ar marv ouzh ar c'hanedigezh, p'eo ar marv diankadenn ar vuhez evel pa ne dalm mui kalon an den. Met diaes eo termenañ an harz etre ar vuhez hag ar marv, pa c'heller lakaat ur galon da dalmañ en-dro er bruched, pe zoken he-unan en un amprouetezad dourenn Ringer.