Analadur
Neuz
Evit ar bevien skeventek (loened en aer) e rank bezañ diforc'hiet an analadur hag a c'hoarvez er c'helligoù hag ar gwenteradur hag a c'hoarvez er skevent. Analadur ar c'helligoù a zo ur reaktadenn deus ar vetabolegezh hag a brodu an energiezh ret evit mont-en-dro ar c'helligoù.
Rankout a ra bezañ :
- ur sustañs organek : Glukoz o vezañ an nutriant pennañ.
- ur gaz, an dioksigen : Gant ar bronneged eo tennet deus an aer dre ar gwenteradur ha kaset betek holl gelligoù ar c'horf dre red ar gwad dre hemoglobin ar globulennoù ruz.
Produiñ a ra :
Ar reaktadenn hollek a zo : C6H12O6 + 6O2 → 6CO2 + 6H2O + energiezh.