Pradoù ar Milad

Eus Wikipedia

Pradoù ar Milad, pe ar Viladeg, zo ul lodenn eus an Ifernioù (pe an Hades) e relijion Hellaz kozh a veze kaset di eneoù an dud war-lerc'h dezhe mervel.

E-men emañ? Pegiz mont di?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rak an Hades a oa div lodenn vras anezhañ: an Erebos hag an Tartaros.

  • an Erebos a oa al lec'h ma tegouezhe an dud. Ac'haleno e savent e skaf an treizher C'haron da dreuziñ ar stêr Ac'heron da vont e-barzh an Tartaros.
  • An Tartaros-se a zo ur c'horn eus an Hades ma vez lakaet an dud varv da dremen ar beurbadelezh, hag eno e rankont mont e-lec'h ma vez gourc'hemennet dezhe, da lavarout eo unan eus an teir lodenn-mañ:
    • ar Parkoù Elizean, a oa evit an harozed, hag an dud a vertuz hag a vuhez vat, a vo damheñvel outo Baradoz ar gristenien,
    • Pradoù ar Milad, a denn un tamm d'ar Purgator, nemet n'eus kastiz ebet, ha gwall drist ar vuhez enno,
    • an Tartaros en-eeun, a zo par da Ifern ar gristenien.

Pe liv eo?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pradoù ar Milad a oa evit ar re na oant ket bet na re zrouk na re vat. Enno e kreske ar milad, bleunioù a oa boued ar re varv. Ul lec'h tristik e oa, displijusoc'h eget ar vuhez war an douar.