Eros
Eros (henc'hresianeg : Ἔρως, "c'hoant revel", "karantez revel") a zo un doue henc'hresian hag a arouezie unan eus an nerzhioù a ren ar bed a-raok ganedigezh an doueed divarvel ha donedigezh mab-den war an Douar : doue an nerzh-desachañ a gevanstag an Hollved hag a vroud ar spesadoù da ouennañ e oa Eros.
Astenn a rae e c’halloud war an dud evel-just, hag ivez war ar plant, ar vein, an dourioù, war gement tra a zo.
Heñvelekaat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ e vez heñvelekaet, evel ma'z eo bet graet e Roma gozh ha gant an arzourien dre vras, Eros Henc'hres ha Kupidon ar Romaned.
Disheñvelekaat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gwirionez n’emañ ket da vezañ tostaet ouzh an doue roman Kupidon, na gant ar Garantez, daoust ma’z eo bet lakaet Eros da harp d’ar garantez, a zo mab da Ares hag Afrodite, daoust ma’z eo bet skeudennet a-wechoù evel ur paotrig askellek, o skeiñ saezhioù gant kalonoù an dud, pe o c’hwezhañ an tan en o c'halonoù.
Un dra difetis eo Eros da gentañ-penn : ar c’hoant a dosta hag a c’han ar bedoù. Evel-se eo e vez gwelet er bredelfennerezh freudian, hag enebet ouzh Thanatos a zo doue ar Marv.
Gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar anv Eros (un anv roet d'ar baotred e Gres hag en Italia), eo bet savet ar gerioù "erotek" hag "erotegezh".
Anv-tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eros Poli, marc'hhouarner
- Eros Ramazzotti (ganet e 1963), kaner italian.
Anvioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg e vez, pe e veze, graet anvioù all c'hoazh anezhañ :
- Amour, pe Amouric, diwar ar galleg
- Orged, hervez Geriadur Vallée (pajenn 23).
Protogenoi |
C'haos • Aither • Gaia • Ouranos • Hemera • C'hronos • Eros • Erebos • Nyks • Ofion • Tartaros |