Mont d’an endalc’had

Ouranos

Eus Wikipedia
Giorgio Vasari, Kronos o spazhañ Ouranos, XVIvet kantved
(Palazzo Vecchio, Firenze)

Ouranos (henc'hresianeg : Οὐρανός / Ouranós "oabl steredek") eo an Oabl e mojennoù Henc'hres. Uranus a veze graet anezhañ e Roma.

Mab e oa d'an doueez Gaia, an Douar, ganet ganti hep tad hervez Hesiodos en e levr Theogonia. Breur e oa da Ourea, doueez ar menezioù ha da Bontos, doue ar mor don. Diwezhatoc'h, war-lerc'h Hesiodos, e voe roet un tad dezhañ, Aither. Mab da Nyks, an Noz, eo hervez oberourien all an Henamzer.

Mojenn Ouranos hervez Hesiodos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a rae Ouranos, an Oabl, bemnoz, d'en em barañ gant Gaia, an Douar. Evel-se e voe engehentet an Ditaned, c'hwec'h mab ha c'hwec'h mec'h, hag ar Gikloped, hag ivez an Hekatonc'hired, ramzed o c'hant brec'h. Kasoni a vage Ouranos ouzh ar re-se avat, hag o dastum a reas pell dindan an douar, en Tartaros, ma voe glac'haret o mamm Gaia.

Neuze e c'houlennas Gaia digant he mab Kronos lazhañ e dad. Spazhañ e dad a reas Kronos ha diwar ar gwad a flistre e voe ganet ar Ramzed, Merc'hed ar Gonnar, hag ar Meliadezed.

Taolet e voe strobelloù Ouranos er mor, ha diwar kej-mej gwad ha sper ha spoum eo e voe ganet Afrodite, doueez ar Garantez.

Diwar-benn ar vojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oa kehelerezh ebet en-dro d'ar vojenn. Karg Ouranos a seblant bezañ arouez un doue trec'het eus un amzer gozh, a-raok deroù ar gwir amzer. Goude e spazhidigezh ne zeuas ket an Oabl ken da c'holoiñ an Douar da noz, chom a reas en e lec'h, hag echu gant an engehentiñ ha krouiñ euzhtud pe euzhviled.

Ne veze ket gwelet Ouranos evel un doue denheñvel, war-bouez e mojenn e gelloù stlapet er mor. Ne oa nemet an oabl, un doenn arem dalc'het gant an Titan Atlas.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyksOfionTartaros