Ares

Eus Wikipedia

Zeus, en e sav etre Athena hag Ares, krater savet gant Nikosthenes, British Museum (B364).

Ares (henc'hresianeg: Ἄρης / Arês pe Ἄρεως / Areôs) a oa unan eus doueed gwengelouriezh Hellaz, mab da Zeus ha da Hera, hag unan eus daouzek doue meur an Olympos. Daoust ma reer anv anezhañ alies evel doue olympiat ar brezel e oa kentoc'h doue ar brezel gouez ha feuls, personeladur al lazherezh pe an doug d'ar feulster ha d'ar gwad[1]. E zoare taer ha feuls, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, nag hini an dud outañ.

Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud Henc'hres, douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù. Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav[2]. Lezc'hoar speredek Ares, Athena, a veze sellet outi ivez evel unan eus doueezed ar brezel, met tachenn Athena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an Draked varbar ha brezelekaus (Ilias 13.301; Ovidius, Ars Amatoria, II.10). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant Afrodite[3].

Sellout a rae ar Romaned outañ evel ouzh ur stumm eus an doue Meurzh, doue roman ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh Athena).

Kehelerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma oa un doue a veze anv anezhañ alies gant ar varzhed, Ares ne veze ket kehelet alies e Bro-C'hres, nemet e Sparta e vefe. Eno e veze pedet a-raok an emgannoù evit kaout e skoazell, ha, daoust ma kemer perzh e savidigezh Tebez, ne gemer ket perzh e kalz mojennoù[4].

E Sparta e oa un delwenn eus an doue chadennet, evit diskouez e oa arabat da spered ar brezel hag ar viktor kuitaat ar geoded. Gouzout a reer ivez e oa un templ e Lakonia gant ur c'hoad sakr ma veze lidet ur gouel bep bloaz a oa difennet ouzh ar merc'hed tostaat dezhañ[5]. E Sparta ivez, aberzh ktonek ur c'hi da Enyalios e-doug an noz a zeuas da vezañ hevelebekaet ouzh kehelerezh Ares.

Templ Ares a weled en agora Aten da vare Paosanias, en IIvet kantved goude JK, a oa bet gouestlet dezhañ da vare an impalaer Aogust; e gwirionez e oa un templ Roman da Veurzh. Emañ an Areopagos, "tuchenn Ares" en Aten, e-lec'h ma prezegas Paol Tarsos, nepell diouzh an Akropolis. Abaoe ar prantad arkaek e oa bet dalc'het prosezioù eno. E liamm gant Ares, diazezet war ur gerdarzh gaou marteze, a c'hallfe bezañ savet evit displegañ an anv-lec'h hepken.

En Olympia e oa un aoter gouestlet da Ares[6]. Azeulet e veze tro-dro da Degea (gant an anv Ares Afneo)[7]. E-kichen Tebez e oa ivez ur stivell gouestlet da Ares[8].

Doue ar veñjañs eo Ares ivez. Abalamour da se e vez touet war e anv pa vez graet leoù bras. Da skouer el le touet gant Ateniz yaouank e-pad o efebiezh.

Arouezioù Ares[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezelour yaouank gant e dokarn, sellout a reer outañ evel un delwenn eus Ares hervez an hengoun. Eilenn roman eus ur skeudenn c'hresian ; Un eilenn eus an eilenn eo e gwirionez. Emañ ar skeudenn orin e mirdi ar Villa. Kanope eus ar villa Adriana, e-tal Tivoli.

Ares en doa ur c'harr stlejet gant pevar stalon divarvel dezho bridoù aour[9] hag a c'hwezhe tan. E-touez an doueed e veze anavezet Ares a-drugarez d'e hobregon. E gwirionez e vez diaes anavout anezhañ er skeudennoù a weler war ar prierezh gresian. Gallout a re bezañ diskouezet evel un den yaouank armet gant ur gouzifiad hag un tokarn en emgannoù pe dindan stumm ur brezelour en oad gour gant ur barv. E evned sakr a oa ar gaouenn wenn, ar gazeg-koad, an toud meur hag, er su dreist-holl, ar gup. Hervez an Argonautica[10] ; Hyginus, Fabulae 30) evned Ares (Ornithes Areioi) a oa un nijad evned a ziwalle neved an doue e bro an Amazonezed, war aod un enezenn er Mor Du.

Ares er vitologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koskor Ares[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deimos ha Fobos a oa bugale Ares hag Afrodite hag a oa speredoù ar spouron hag an aon. C'hoar ha kompagnunez an Ares muntrer a oa Eris/Enyo, doueez ar feulster hag al lazherezh. Heuliet e veze Ares gant Kydoimos, spered toumpi an emgann, ha gant ar Mac'hai ("emgannoù"), an Hysminai (muntroù), Polemos (ur spered eus ar brezel ; un anv-gwan stag ouzh anv Ares moarvat), ha merc'h Polemos, Alala, un doueez a oa ar personeladur eus kri brezel ar C'hresianed, hag a veze implijet hec'h anv gant Ares e-unan da gri brezel.

Diazezadenn Tebez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a ra Ares ur perzh er vojenn a zispleg orin keoded Tebez (Thebai). Kadmos en doa kavet ul lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar geoded nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour evit lidañ un aberzh da Athena met lazhet e voent gant un aerouant dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha kadmos ha lazhañ an euzhvil. War ali Athena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent had ha diwan a reas tud diouzh al leur, gwisket ganto o harnez, armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar Sparted. Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded. Ares e oa tad an aerouant dour diskaret gant Kadmos, hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar Sparted ha tiegezhioù bras noblañs Tebez. Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg Harmonia, merc'h Ares hag Afrodite, gant Zeus, evit skoulmañ ar peoc'h.

Ares hag Afrodite[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Botticelli, Gwener ha Meurzh, 1483, National Gallery (Londrez). Kemmesket e veze Ares ha Meurzh gant ar Romaned.

Er vojenn kanet gant ar barzh e palez Alkinoos[11], doue an heol, Helios, a spie Ares hag Afrodite hag en em gave e kuzh e palez Hefaistos, hag e roas da c'houzout buan da bried afrodite pa sourprenas anezhe diouzh ar mintin. Divizout a reas Hefaistos tapout ar c'houblad e gwall, hag e savas ur roued metal evit hualañ an amourouzien. A-drugarez dezhañ e tapas an daou zoue, Ares hag Afrodite, lakaet dic'houest da fiñval e-kreiz o flijadur. Hefaistos avat ne oa ket plijet gant e veñjañs. Pediñ a reas neuze holl zoueed an Olympos da zont da sellet ouzh an daou brizoniad. Nac'hañ a reas an doueezed gant ar vezh pa ne ve ken, an doueed avat a zeredas da ober un taol-lagad. Lod a bouezas war kened Afrodite, lod all a zisklêrias o dije c'hoant bras da eskemm o flas gant hini Ares, met an holl a c'hoapaas an daou amourouz. Ur wezh dishualet ar c'houblad, Ares, lakaet diaes, a zistroas d'e vro c'henidik, Trakia[12]

En un danevell savet kalz diwezhatoc'h e kaver an elfenn etrelakaet da-heul, Ares a lakaas Alektryon e-kichen an nor evit reiñ da c'houzout dezhañ pegoulz ez errufe Helios, rak hemañ a flatrje difealded Afrodite ma tizoloje anezhe. Alektrion avat a vanas kousket. Helios a zizoloas an amourouzien hag a roas da c'houzout da Hefaistos. Ares, imoret-kenañ an tamm anezhañ, a droas Alektrion e kilhog, hag hiviziken hennezh ne zisoñj morse da reiñ da c'hoût emañ an heol o sevel siouzh ar mintin.

Drouklazh Adonis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur priñs eus Kiprenez e oa Adonis. Karet e oa bet gant Afrodite. Genel a reas ur verc'h dezhañ, hec'h anv Beroe. Hervez Nonnos[13] e voe lazhet Adonis gant Ares, hag eñ e stumm ur bouc'h gouez, dre warizi outañ, pa oa o jiboesaat. Hervez an destenn e ouie Afrodite en a-raok ar pezh a c'hoarvezfe gant he c'hariad. Hervez skrivagnerien all avat e voe muntret Adonis gant Apollon[14].

Ares hag ar ramzed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur vojenn arkaek danevellet en Ilias gant an doueez Dione d'he merc'h Afrodite, daou ramz ktonian, an Aloaded, anvet Otos hag Efialtes, a ereas Ares gant chadennoù hag a lakaas anezhañ en un jarl arem, ma chomas e-pad trizek miz, ur bloavezh loar. Hervez ar skoliour[15], ez eo abalamour m'en doa lazhet Adonis, fiziet en Aloaded. "Hag e vije bet diwezh Ares hag hini e zoug d'ar brezel, ma ne vije ket bet lavaret ar pezh o doa graet da Hermes gant Eriboia goant, lezvamm ar ramzed yaouank" emezi[16],[17]. Ares a chomas da huchal er jarl ken na zeuas Hermes da sikour anezhañ. Artemis a lakas an Aloaded da lazhañ an eil egile dre finesa.

Savet e vije bet ar vojen-se evit displegañ ur gouel hag a veze dalc'het bep 13 miz, ha ma veze aotreet a bep seurt dizurzhioù hervez Burkert[18].

Mojenn an Areopagos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Euripides[19] hag Hellanikos[20], pa droas e penn Halirrothios, mab Poseidon, gwallañ Alkippe — merc'h Ares hag Aglaoros, merc'h Kekrops —, e voe lazhet gant an doue. Abalamour d'an drouklazh-se e oa kaset Ares dirak lez-varn Doueed an Olympos, war ur grugell a gemeras e anv (Areopagos), war goulenn Poseidon. Hervez Euripides ne voe bet kondaonet. Hervez Paniasis[21], avat, e vije bet kondaonet Ares da labourat e-touez an dud varvel, evit digoll an drouklazh.

An Ilias[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Ilias[22], Homeros a gomz eus Ares evel un doue n'en deus na lealded na tamm doujañs ouzh Themis, urzh reizh an traoù : prometiñ a ra da Athena ha da Hera en em ganno diouzh tu an Akeaned, met gounezet eo gant Afrodite ha stourm a ra diouzh tu an Droianed[23]. E-doug ar brezel e stourm Diomedes ouzh Hektor ha gwelet a ra Ares oc'h en em gannañ diouzh tu an Droianed. Reiñ a ra an urzh d'e soudarded da gilañ goustadik. Hera, mamm Ares, a wel he mab war an dachenn emgann ivez hag e c'houlenn digant Zeus, e dad, an aotre da lakaat Ares da guitaat an emgann. Hera a boulz Diomedes da dagañ Ares, kement ha ken bihan ma taol ur speg ouzh Ares a laka an daou arme da grenañ gant an aon o klevet e huchadennoù. En em gemer a ra Athena outañ ivez. Tec'hout a ra neuze an doue da venez Olympos, ar pezh a laka an Droianed da souzañ d'o zro (XXI.391). Diwezhatoc'h ec'h aotre Zeus an doueed da gemer perzh en emgann en-dro. Klask a ra Ares neuze en em gannañ gant Athena evit dialañ ar gloaz en deus bet, met gloazet-fall en em gav en-dro pa stlap an doueez ur pikol roc'h outañ. Koulskoude, pa ra anv Hera eus marv mab Ares, Askalafos, e-pad un diviz gant Zeus, Ares a ziroll da ouelañ hag e fell dezhañ mont d'en em gannañ en-dro diouzh tu an Akeaned, daoust da urzh Zeus n'afe doue ebet da gemer perzh en emgann. Athena a harz Ares hag a sikour anezhañ da dennañ e hobregon (XV.110-128).

Emgann gant Herakles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Herakles (Er c'hreiz a-gleiz) ha Kyknos (er c'hreiz a-zehou). Emañ darev Athena (a-gleiz) hag Ares (a-zehou) da gemer perzh en emgann ; Zeus (er c'hreiz) a zisparti an emgannerien. Añforenn atikat he zresadennnoù du, war-dro 550–530 kent J.-K. Kavet e Kameiros, Rodos.

Graet e vez anv a-wezhioù eus ur mab da Ares, Kyknos, a oa ur muntrer ken kriz ma klaskas sevel un templ gant klopennoù hag eskern ar veajerien. Herakles a lazhas an den euzhus-se, hag e sachas warnañ e-giz-se fulor Ares a dagas anezhañ. Hemañ a oa diskaret div wezh gant an haroz ha gloazet fall ouzhpenn kement ha ken bihan ma rankas mont kuit[24].

Karantezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez amourouzien Ares e kaver (en eil renk, ar vugale ganet diwar ar c'harantezioù-se) :

Ares er sevenadur poblek a vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ares eo an enebour pennañ er c'hoari video God of War. Kratos, an haroz pennañ, a oa ur brezelour a gehele Ares, met hemañ a lakas anezhañ da lazhañ e wreg hag e verc'h. Gant sikour an doueed all, Kratos a lazh Ares hag a zeu da vezañ doue nevez ar brezel.

Ares eo anv unan eus an doueed faos eus ar romant Ilium, skrivet gant Dan Simmons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Walter Burkert, Greek Religion (troidigezh eus al levr orin en alamaneg Griechische Religion des archaischen und klassichen Epoche, 1977), Blackwell, Oxford, 1985 (ISBN 978-0-631-15624-6), p. 169-170.
  • (en) Timothy Gantz, Early Greek Myth, Johns Hopkins University Press, 1993 pp ;78-81.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. . Diskouezet e vez alies evel un doue un tamm digalon kentoc'h evit ur soudard kalonek. Chom a ra ra amjestr ar skridoù diwar e benn alies, evel en enskrivadur kañv eus diwezh ar VIvet kantved da-heul : "Chomit a-sav ha gouelit dirak bez Kroisos/ a oa distrujet un deiz gant Ares e fulor, pa oa oc'h en em gannañ er c'hentañ linennoù" (Aten, NM 3851) meneget e levr Andrew Stewart, One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works, Digoradur : I. "The Sources"
  2. "Deoc'h an hini am eus ar muiañ a gaz e-touez doueed Olympos," eme Zeus dezhañ en Ilias ( 5.890); "Da viken oc'h douget d'ar stourm, d'ar brezel ha d'al lazherezh".
  3. Homeros Odysseia VIII. 361; Diwar Ares/Meurzh ha Trakia, sellet ouzh Ovidius. Ars Amatoria Levrenn II. Lodenn XI.585, a zanevell ar memes mojenn : "o c'horfoù hualet zo, gant poan, dieubet, war o goulenn, A Neptun : Gwener a red da Bafos: tec'hout a ra Meurzh da Drakia."; Diwar Ares/Meuzh ha Trakia, sellet ivez ouzh Statius, Tebaid VII. 42; Herodotos IV. 59, 62.
  4. Burkert 1985, p.169
  5. Paosanias III.22.6.
  6. Paosanias V.15.6.
  7. Paosanias VIII.44.7, 48.4.
  8. Pseudo-Apollodoros III.4.1.
  9. Ilias V.352
  10. II.382ff ha 1031ff
  11. Odysseia 8.300
  12. Odysseia, gw. 8.295, "... hag an daou gariad, dihualet eus an ereoù a boueze warne, da lammat hag i kuit diouzhtu, ha doue ar brezel etrezek Trakia, tra ma'z ae Karantez gant he c'hoarzh da Bafos...".
  13. Nonnos, Dionysiaca 42.1f
  14. Ptolemaios Hefaestion, Istor nevez Bk1 (hervez an diverrañ savet gant Fotius, Myriobiblon 190)
  15. Ilias V, 385.
  16. Homeros, Ilias V.385-391 ; Apollodoros (I. 7. § 4)
  17. Burkert, Greek Religion, 1985, p. 169
  18. Burkert, p. 169.
  19. Elektra (gw. 1258–1262). Skrid enlinenn
  20. Hellanikos (4F38).
  21. Frag. 3 PEG.
  22. Daveoù da oberoù Ares en Ilias zo dastumet e www.theoi.com
  23. Ilias gw. 699
  24. Pseudo-Hesiodos, Skoed Herakles 357–167 ; 424–466 ; Apollodoros II.114


An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes