Kastalia
Kastalia (Κασταλία, e gregach, latinekaet e Castalia) a oa un nimfenn, pe naiadenn, e mojennoù Hellaz kozh, merc'h pe d'an doue-stêr Kefissos hervez lod, pe d'an doue-stêr Ac'heloos hervez lod all, ha c'hoar da Melania ha Dafnis.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a vojenn zo diwar he fenn, hag en em zislavarout a reont a-wechoù.
Ur mab he doa, anvet Parnassos, a roas e anv da Venez Parnossos.
Karet e oa gant Apollon, met hi a dec'has dirazañ, ha mont da guzhat e-harz Menez Parnassos (Menez Helikon a-wechoù). En em deurel a reas en ur feunteun, a zo bet roet hec'h anv dezhi feunteun Kastalia.
An hini a eve he dour a deue an awen dezhañ hag aliet e veze d'ar varzhed tañva anezhi ha selaou hiboud he red sioul.
Sakr e oa an dour-se ha servij a rae da c'hlanaat temploù Delfi.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar skrivagner alamanek Hermann Hesse a lakeas Castalia da anv ur broviñs en ur romant e 1943 anvet Das Glasperlenspiel.