Menez Parnassos
Neuz
Ar Parnassos, pe Menez Parnassos (Παρνασσός Parnassós e gregach) zo ur menez eus Hellaz e-kichen Delfi.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez mojennoù Hellaz eo eno e veze an doue Apollon gant ar Muzezed, pe merc'hed an Awen, o chom. Dont a ra an anv eus hini Parnassos, mab an nimfenn Kleodora.
Kalz a feunteunioù zo ha brudet eo feunteun Kastalia er mojennoù.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar anv ar menez hag ar mojennoù en-dro dezhañ e komzer a-wechoù eus Parnassos, pe Parnas, evel arouez ar varzhoniezh pe an awen.
Ul luskad lennegel gall zo bet anvet Parnasse e dibenn an XIXvet kantved.
Livadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Menez Parnassos, gant Andrea Mantegna
- Ur menez en Enez an Unaniezh (Union Island), e Sant Visant, er Mor Karib, a vije anvet e galleg Mont Parnasse, pa'z eo Mount Taboi e saozneg.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur c'harter eus Pariz zo anvet Montparnasse, diwar anv ar menez en Hellaz.