Kleodora

Eus Wikipedia

Kleodora a oa un nimfenn diouganerez (Thriai) a lenne an dazont dre deurel mein. Merc'h e oa d'an doue-stêr Kefissos, eus Boiotia.

Gant he c'hoarezed (Melaina ha Korykia) e veve war Menez Parnassos, e-kichen Delfi, e Fokis, hag ur feunteun a oa nepell m'edo o chom un amzer a voe.

Karet e oa gant an doue Poseidon. Gant Poseidon (pe Kleopompos) e voe mamm d'ur mab, Parnassos e anv[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]