Korykia
Neuz
Korykia (henc'hresianeg : Κωρύκια) a oa un naiadenn a veve war Menez Parnassos e Fokis, e-kichen Delfi, en Hellaz an Henamzer, hervez ar mojennoù. Merc'h e oa d'an doue-stêr Kefisos, pe Pleistos, en hanternoz Boiotia, ha c'hoar d'an div naiadenn all, Kleodora ha Melaina.
Unan eus teir nimfenn an nevezamzer e oa, o chom en ur vougev a oa er menez, anvet mougev Korykia, ma veve gant he div c'hoar.
Gant Apollon e c'hanas Lykoreüs. Amezegez e oa d'an nimfenn Kastalia.