Eris (doueez)

Eus Wikipedia
Ur pennad Eris zo ivez.
Eris, lestr pri-poazh eus Hellaz kozh, eus kêr Aten, VIvet kantved kt JK.
Aval-aour an Dizemglev, taolenn gant Jakob Jordaens, 1633. Mirdi ar Prado. Madrid.
Barnadenn Paris gant Anton Raphael Mengs, war-dro 1757.

Eris (Ἔρις e gregach), a oa merc'h da Nyks (an Noz), e mojennoù Hellaz kozh, ha n'he doa tad ebet.

Hervez un doare all e oa merc'h da Hera, ha krouet e voe ganti pa stokas he mamm ouzh ur vleunienn. C’hoar e oa da Ares, ha gevellez dezhañ.

Klotañ a ra gant an doueez roman Discordia, an Dizemglev. Ar skeudenn gontrol dezhi eo Harmonia, a zo Concordia e latin.

En Ilias ez ae gant he breur Ares, doue ar brezel, en aervaoù, ha c’hwezhañ a rae kasoni etre ar vrezelourion. Tennañ a ra neuze da Enyo.

Naered eo he blev, labezet a wad eo he dilhad, hag un naer a vez ganti en he dorn.

Brezel Troia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oa droug enni abalamour ma ne oa ket bet pedet da eured Thetis ha Peleüs e taolas da bParis un aval-aour skrivet warnañ Ἡ καλὴ λαϐέτω, hê kalề labétô (da reiñ d’an doueez vravañ): an aval a zizemglev-se eo a voe kaoz da vrezel Troia (gwelout barnadenn Paris).

Troioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Ares e kemeras perzh e brezel al Lapited a-enep an dud-varc'h.

Kemer a reas stumm Rea hag en ur c'harr sachet gant leoned e vroudas Dionysos d'en em gannañ gant Lykourgos.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Engehentañ a reas ur ribitailh bugale gwalloberius : an Naon, Lete (an Ankoun), an Algea (ar Boan), ha nouspet hini all.

Ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]