Lete

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lete, gant Wilhelm Wandschneider, e 1908.

Lete (henc'hresianeg : Λήθη / Lếthê, « ankounac'h ») e oa doueez an ankounac'h e mojennoù Henc'hres.

Merc'h e oa da Eris (Discordia ar Romaned), ha kemmesk a vez alies etre hi hag ar stêr Lete, unan eus pemp stêr an Ifernioù, a reer « stêr an Ankounac'h » anezhi ivez. Arabat eo ankouaat avat e vez gourel an doueed-stêr en henc'hresianeg a-hend-all.

Goude tremen kantvloazioù en Ifern, rouantelezh an doue Haides, e veze eneoù ar re varv, ar re vat koulz har ar re zrouk, gwalc'het diouzh o fec'hedoù, o klask ur vuhez nevez hag aotreet e vezent da zistreiñ war an douar en ur c'horf nevez met a-raok e rankent koll an eñvor eus o buhez kent, hag evit se evañ dour eus al Lete.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo al Lete gant meur a varzh :

Les Fleurs du mal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu linennoù ar barzh gall, e gwerzennoù deksilabennek, gant an droidigezh vrezhonek :

Pour engloutir mes sanglots apaisés
Rien ne me vaut l'abîme de ta couche ;
L'oubli puissant habite sur ta bouche,
Et le Léthé coule dans tes baisers.
Da lonkañ ma difronk habaskaet
Netra ne dalvez goueled da wele ;
Emañ klud an ankoun war da c'henoù,
Hag al Lethe o redek ez pokoù.


Bugale Eris
Eris Antikensammlung Berlin F1775.jpg

Algea (Algos) • AmfilogedAndroktasiedAteDisnomiaFonoiGerasHisminedHorkosLeteLimosMac'hedMoros • Momo • NeikeedPonosPseudologoi