Algea

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Algos)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Algea (e gregach Ἄλγεα) a oa drouksperedoù, gwelet evel maouezed, a zegase tristidigezh ha daeroù d'an dud. A-wechoù e komzer eus Algos (Ἄλγος), evel pa ne vije nemet unan anezho.

Merc'hed e oant da Eris[1], pe da Eter ha Gaia[2]ha breudeur ha c'hoarezed niverus o doa, en o zouez an Hismined hag ar Mac'hed, ha Lete, Limos, Horkos, ha Ponos.

Peurvuiañ avat e konter teir anezho:

  • Acos (Ἄχος) eo poan ar c'horf, kleñvedoù ha gloazoù hag a c'hall kas d'ar marv;
  • Ania (Ἀνία) eo ar boan-spered, deuet eus ar vuhez;
  • Lipe (Λύπη) e oa ar ranngalon, ar glac'har.

Ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar an anv-se e teu al lostger '-algia' er yezhoù latin .

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez Hesiodos, en Teogonia.
  2. Hervez Hyginus.



Bugale Eris
Eris Antikensammlung Berlin F1775.jpg

Algea (Algos) • AmfilogedAndroktasiedAteDisnomiaFonoiGerasHisminedHorkosLeteLimosMac'hedMoros • Momo • NeikeedPonosPseudologoi