Hismined

Eus Wikipedia

An Hismined (henc'hresianeg : ὑσμῖναι /hisminai; en unander: ὑσμίνη /hysmine, "emgann") a oa drouksperedoù, e mojennoù Hellaz kozh, gwelet evel maouezed, hag a skeudenne an emgannoù ha tabutoù a c'hoarveze, hep armoù, e-maez an tachennoù-brezel.

Hervez Hesiodos e oant merc'hed da Eris (Discordia), hep tad ebet, ha dre-se c'hoarezed d'ur bern drouksperedoù. Hervez Hyginus e oant merc'hed da Aither (an Aer) ha Gaia (an Douar).

Meneget int ivez gant Quintus Smyrnaeus.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Bugale Eris

Algea (Algos) • AmfilogedAndroktasiedAteDisnomiaFonoiGerasHisminedHorkosLeteLimosMac'hedMoros • Momo • NeikeedPonosPseudologoi