Les Fleurs du mal
Les Fleurs du mal ("Bleunioù an droug") zo anv un dastumad barzhonegoù gant ar barzh gall Charles Baudelaire, ennañ an darn vuiañ eus e werzennoù, adal 1840 betek e varv e dibenn miz Eost 1867.
Prosez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embannet e voe al levr d'ar 25 a viz Mezheven 1857, ha trouz bras war e dro. Ha prosez, ma voe tennet 6 pezh anezhañ. Adembannet e voe doareoù disheñvel anezhañ e 1861, 1866 ha 1868. E 1949 hepken e voent aotreet.
Unan eus oberennoù meur ar varzhoniezh eo al levr, hag oberenn vrudetañ e aozer. Bleunioù an droug, e zastumad barzhonegoù brudetañ, peuzklok an droidigezh vrezhonek anezhañ, a gaver el levr Krefen Yuzaz embannet gant Koulizh Kedez (An Diaoul Dieub, 2012, pp. 8-96). Barzhonegoùigoù e komz-plaen ha Va c'halon lakaet en noazh a gaver da heul.
Dodennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-touesk an dodennoù emañ ar spleen (ar velkoni), ar mazoc'hegezh, ar gwad, an amzer o tec'hel, ar c'houlzoù-amzer, ar c'huzh-heol, an noz, al loar, ar marv, ar c'housk, an islonkoù, ar maouezed, ar c'hizhier, an naeron, ar feiz relijiel, ar melezourioù, ar mor, ar varzhed, an ankoun (aroueziet gant al Lete).
Troidigezhioù e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dastumad Bleunioù an droug, a gaver troet an darn vrasañ anezhañ gant Koulizh Kedez: 58 pezh diwar 127 an dastumad kentañ, 6 pezh diwar 16 eus an "Advleunioù (Peñseoù)", ha tri fezh diwar 12 eus an "Eiladvleunioù (1868)". 67 pezh diwar 155, etre tout.
- Levr Krefen Yuzaz embannet (An Diaoul Dieub, 2012, pp. 8-96) ; Un dibab eus Barzhonegoùigoù e komz-plaen hag eus Va c'halon lakaet en noazh a gaver troet da heul.
Roll ar varzhonegoù troet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bleunioù an droug[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
II- Ar morc'hup |
XXXVI- Ar pondalez a-ziavaez |
LXIV- Sonedenn dianeost |
XCVI- Ar c'hoari |
Advleunioù (Peñseoù)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
IV- Al Lete |
Eiladvleunioù (1868)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XI- Ar gougoñv
XII- Klemmoù ur meni Ikaros
XIII- An emsoñj