Koulizh Kedez
Koulizh Kedez (Kouli gKedez war pennadoù kozh 'zo, diouzh un distagadur boutin) eo anv-pluenn Yann-Yeun Kefeleg, pe Jean-Yves Queffellec, ganet e 1947, skrivagner, barzh (gweudour, gouez dezhañ), ha troour brezhonek, lakaet gant Zavier Grall da wellañ skrivagner Breizh[1], labourer-douar ha saver-deñved a vicher, aet war e leve.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e kêriadenn Gwivin e parroz Sant-Kouled e Kerne, Breizh ha kresket en un endro brezhonek, en un tiegezh labourerien-douar, eo bet klevet brezhoneg gantañ a viskoazh[2]. Kuitaet Breizh yaouank a-walc'h da vont da valtouter da gentañ, ha bet diluer, hag harluet en Helvetia, en deus kemeret perzh en emsavadegoù 1968, en deus anavezet an toull-bac'h e Roazhon. Goude bloavezhioù e Pariz lec'h e kemer perzh e kelaouennoù anveliour da gentañ, ha breizhek da-heul (kelaouenn Sav Breizh dreist-holl), ha lec'h ec'h embann e levrioù kentañ, e tistro da Gerne ma stag en-dro gant al labour-douar ha m'en em ouestl d'ul labour don war ar yezh hag al lennegezh.
Ar skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur barzh disuj eo bet Koulizh Kedez a-viskoazh, ha chomet stag a-walc’h ouzh prantad Mae 68. Diouzh testeni Zavier Grall e veze nac'het embann skridoù 'zo gant an embannerien koulz e galleg hag e brezhoneg er bloavezhioù 1970. Kernevad penn-kil-ha-troad hag anveliour touet, e tiskouez bezañ distag-mat e selloù diouzh re skolioù pennañ an Emsav, koulz broadelourien, "boutinelourien", pe kar-o-feiz. Evezhiek ouzh istor, sonerezh, ha liessteriegezh ar gerioù, e plij dezhañ kizellat ur yezh puilh, resis ha barok, gwriziennet don e lavar ar vrezhonegerien koulz hag en hengoun lennek, o tremen alies eus ar genyezh d'e gerneveg genidik, o tennañ splet eus ar yezh ouiziek koulz hag eus hini ar werin, hag o klask arlivioù, ha soutilded koulz en dreadegezh hag er gevadegezh (da lavaret eo, a-hed istor ar yezh hag a-led an douaroniezh er rannyezhoù) : yezh ur bluennerezh dibar hag ur preder diroll, maget gant brasañ ha dispac'helañ skridoù ar bed. N'eo ket paotr ar brezhoneg aes nag al lennegezh eeun, hogen ur skrivagner a dalvez poaniañ war e skridoù. Lakaat a ra kemm en hor yezh hag en hor lennegezh o tegas enne preder hag "awen ar bed" koulz ha c'hwezh ha nerzh e yezh hag e ijin dezhañ e doare un pennaraokour dizouj hag atahiner.
"Mestr eo ar barzh war kenganez ar gerioù, e varzhonegoù ac'hub a sonioù o kenglotañ a c'hoari kenetrezo evel mein touch a bep seurt liv droukvesket" (Al Liamm n°280).
Anavezet eo ivez evel brasañ enebour Per-Jakez Helias, barnet ha goapaet kriz gantañ e meur a zegouezh.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Barzhoniezh (pe : gweudouriezh, diouzh ur ger lennek arveret gantañ, o talvezout barzhoniezh ouiziek), dezrevelloù, burutelladennoù, ha troidigezhioù a vez kavet dindan e bluenn e brezhoneg. Dremmour ha steuñvennour eo bet evit fiñvskeudennoù skinwel.
Bez' emañ Koulizh Kedez o vont war-zu an 20 levr embannet, enno dezrevelloù, teskadoù barzhonegoù, ha troidigezhioù, hep menegiñ pennadoù burutellerezh niverus.
Ul labour don war yezh e dud, dastumet ha studiet gantañ, a zo diembann c'hoazh.
Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Selam an arc'houest, in Brogon (emembannadur hep anv aozer), Mezheven 1973.
- Linaig Geunderode a anver Gwrac'h Ahez in Tri Barzh (Alan Botrel, Yann-Baol An Noalleg, Koulizh Kedez), teskad Talm 4, kaier 210, embannadurioù Preder, Kerzu 1976.
- Dev an Avel Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1987.
- Gorbl an ael Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1993.
- Arvar hag Aters, embannadurioù An Treizher, 2000.
- Ouzh Eien ar Gaouded, An Treizher, 2000.
- Uzien Announ, ul levr tri c'haierad barzhonegoù, An Diaoul Dieub, 2009.
- Tarav, emb. An Diaoul Dieub, 2013.
- Bar Yehoudah, emb. An Diaoul Dieub, 2014.
Komz-plaen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'Hermine-ès-feu, romant e galleg, diembann, meneget gant Zavier Grall in Le Cheval couché ("Al loen-kezeg en e c'hourvez"), 1977. Skridoù yaouankiz gallek all a vefe chomet diembann moarvat.
- Eizh redele (danevelloù), in Brogon (emembannadur hep anv aozer), Mezheven 1973. Adembannadur reizhet ha kresket e Strafuilh ar mor (sl. pelloc'h).
- Souflam Per Gwegen, devezh diwezhañ ifern Per Gwegen (romant), in Brogon 2 (emembannadur hep anv aozer), Meurzh 1974. Adembannadur Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1991.
- Koñchennoù Mamm (danevelloù –- embannet dre fazi dindan an talbenn Koñchennoù mamm-gozh -–), Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1990.
- Komen Gweenour (buhezskrid), Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1996.
- Troioù-kaer Dom Lom (romant), emb. An Diaoul Dieub, 2008.
- Strafuilh ar mor (dastumad danevelloù), emb. An Diaoul Dieub, 2009.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar ar galleg
- Ar Fest-noz (romant), diwar Zavier Grall[3], Mouladurioù Hor Yezh, 1988.
- Troour skridoù Lacan ha Levinas e tisklaer bezañ ivez. (S.o. pennad L'Express, 2007. Troidigezhioù dianav avat.)
- Barzhonegoù diwar Reun Char, hag ur varzhoneg diwar Guillevic, in E-ser awen ar bed, An Diaoul Dieub, 2009.
- Bleunioù an drouk, diwar Charlez Baudelaire, in Krefen Yuzaz, An Diaoul Dieub, 2012.
- Boaz war e gousk, diwar Viktor Hugo, in Bar Yehoudah, An Diaoul Dieub, 2014.
- Diwar ar rouseg (a-gevret gant André Markowicz)
- Ar c'henavezo diwezhañ ha barzhonegoù all, diwar Gennadi Aigi. (Lod barzhonegoù al levr troet gant Alan Botrel, pe gant Gwendal Denez.) Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1994.
- Requiem, diwar Anna Ac'hmatova. Barzhaz, kenembannadur Dana & An Treizher, 1997.
- Daouzek, diwar Aleksander Blok, embannadurioù An Treizher, 2000.
- Barzhonegoù diwar Tzvetaeva, Mandelstam, Ac’hmatova, Blok, C’hlebnikov, Maiakovski, Pasternak, Volochin, Iliazd, in E-ser awen ar bed, An Diaoul Dieub, 2009.
- Diwar ar yideg (a-gevret gant Batia Baum)
- Kan war wallazhadeg ar bobl yuzev (gweud hir), diwar Yitsc'hok Katsenelson, in Kas ha Lazh, Skrid, 2005; adembannadur An Diaoul Dieub, 2013.
- E kêr an anaon (danevell), diwar Lamed Shapiro, in Kas ha Lazh, Skrid, 2005.
- Ar berniad (gweud hir), diwar Perets Markish, in Kas ha Lazh, Skrid, 2005; adembannadur An Diaoul Dieub, 2013.
- Div varzhoneg diwar Yitsc'hok Niborski, in E-ser awen ar bed, An Diaoul Dieub, 2009.
- Diwar an hebraeg biblek
- Pennganenn ar C'hanennoù, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
- Ar Prezeger, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
- Un dibab salmoù, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
- Div ganenn eus koanlid Pesac'h a gaver ivez troet diwar hebraeg hag aramaeg ar Grennamzer.
- Barzhonegoù o tont eus yezhoù lies
… a gaver dreist-holl e-barzh E-ser awen ar bed, ha Krefen Yuzaz, war bouez Ausiàs March en em gav e Uzien Announ ha Heine a c'heller lenn e Bar Yehoudah
- katalaneg: Ausiàs March (troubadour eus Valensia)
- alamaneg: Paol Celan, Hans Harp, Herri Heine
- nederlandeg: Hans Andreus
- farseg: Sohrab Sepehri, Hâfez
- tchekeg: Vladimír Holan
- italianeg: Cesare Pavese
- saozneg: Dylan Thomas
- portugaleg: Fernando Pessoa
- spagnoleg: Jorje Luis Borges
- hebraeg a-vremañ: Pinhas Sadeh),
- polskaeg: Tadeusz Różewicz
- serbeg: Jovan Dučić
- kroateg: Dragutin Tadijanović, Miroslav Krleža
- sloveneg: Dragotin Kette, Anton Debeljak
Troet e yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet ez eus bet un dibab barzhonegoù diwar gKedez e nederlandeg gant Jan Deloof, en alamaneg gant Raoul Schrott[4], e tchouvacheg gant Gennadi Aigi, e polskaeg hag e galleg…
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pennad skridvarnerezh "La culture française, notre marâtre", rann "Un Beckett breton", in Nouvelles littéraires, 1976, pennad adkemeret en e levr burutellat Le Cheval couché embannadurioù Jean Picollec, 1977.
- ↑ « Ici, les gens respiraient cette langue. Elle était leur souffle, leur énergie première. Ces Bas-Bretons étaient "boue et soleil" » emezañ en un atersadenn c'hallek (L'Express niv. 2916 ar 24 d'an 30 a viz Mae 2007)
- ↑ La fête de nuit, Kelenn, 1972.
- ↑ (de) Engeler