An Diaoul Dieub
An diaoul dieub eo anv an ti-embann zo bet savet e 2007 e Montroulez gant Erwan ar Rouz ha sikour Koulizh Kedez.
Identelezh an ti-embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An ti-embann-se a zo bet savet evit lakaat war-wel oberennoù araokour hag anveliour e-ser klask nevesaat lennegezh Breizh dre ar c'hrouiñ, an treiñ hag an imbourc'hiñ. Evit poent ne embann ken An Diaoul Dieub met oberennoù Koulizh Kedez.
Arouez an ti-embann-se eo an "daleth" doubl (dor eo ster ar ger hebraek "daleth" hag anv ul lizherenn war un dro).
Levraoueg An Diaoul Dieub
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed amañ da-heul penaos e kinnig an ti-embann-se al levrioù deuet er-maez digantañ[1]:
"Ul levr puilh a varzhoniezh, daou levr ret-holl a droidigezh varzhoniezh, ur romant diroll, ul levr danevelloù gouez ha dizoue : sed hor pemp levr kentañ deuet er-maez e 2008 ha 2009. Pemp levr a dalvoudegezh anat d'ar re a briz al lennegezh."
- E-ser awen ar bed (gant barzhed pennañ an ugentvet kantved : Tzvetaeva, Blok, C'hlebnikov, Maiakovski, Celan, Char ...), troet gant Koulizh Kedez, ISBN 978-2-9532321-4-1
- Kan ar garantez hag an avel, tri lev biblek, troet diwar an hebraeg gant Koulizh Kedez, ISBN 978-2-9532321-0-3
- Strafuilh ar mor, Koulizh Kedez, ISBN 978-2-9532321-2-7
- Troioù-kaer Dom Lom, Koulizh Kedez, , ISBN 978-2-9532321-1-0
- Uzien Announ, Koulizh Kedez, ISBN 978-2-9532321-3-4