Sant-Kouled
Sant-Kouled | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Coulitz | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Kastellin (betek 2015) Kraozon (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29243 | |
Kod post | 29150 | |
Maer Amzer gefridi | Gilles Salaün 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 459 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 41 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 6 m — brasañ 212 m | |
Gorread | 11,22 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Kouled a zo ur gumun e Bro-Gerne, e departamant Penn-ar-Bed e kornôg Breizh e-kichen Kastellin.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kouled pe Koulizh?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre fazi ez eus bet treuskrivet a-wechoù anv ar sant-mañ "Koulizh" e brezhoneg a-vremañ, dre grediñ e oa "tz" ar skrivadur ofisiel "Coulitz" evit un "th" kozh a ya da "zh" e brezhoneg a-vremañ. Pardon ar sant : d'an eil Sul a viz Gwengolo. Darn o deus tostaet an anv da hini un eskob eus Cill Dara en Iwerzhon.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh pevar den eus Sant-Kouled, Laurens Poulenac, Ollivier Le Provost, Hervé de Kersalun ha Jean Riou, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Poho, person ar barrez; dont a reas war e c'her[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 26 gwaz ag ar gumun, d.le. 4,63% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[5].
Kofi Yamgnane, Maer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1989: Kofi Yamgnane, a-orin eus Togo, a zeu da vezañ ar maer kentañ e Breizh a-orin afrikan. Kannad e Kambr ar Gannaded e voe diwezhatoc'h ivez (1997-2002), ha sekretour-stad.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz Sant-Kouled, XVIvet-XVIIvet kantved gant ul liorzh-iliz, ur garnel hag ur c'halvar enni.
- Chapel Sant-Laorañs, XVIIvet kantved ha feunteun Sant-Laorañs e kêriadenn Troboa.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[6].
- Stêr Aon kanoliet.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kofi Yamgnane, politikour.
- Koulizh Kedez, skrivagner brezhonek.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb