An Treizher

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Treizher eo anv un ti-embann ha zo bet krouet er bloavezh 1997.

Istor An Treizher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo bet An Treizher embannadurioù a-c'houdevezh ma reas ar skrivagner Koulizh Kedez anaoudegezh gant André Markowicz, un troer diwar ar saozneg hag ar rusianeg anezhañ, ha Yann Varc'h Thorel, ha zo kelenner ha troer diwar ar brezhoneg hag ar sinaeg.

Identelezh an ti-embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal ar gevredigezh-se eo kemer perzh e pinvidikaat al lennegezh vrezhonek. Hervez pennoù bras ar gevredigezh n'eo ket he fal kinnig ur vroadig d'ar re all hogen un doare da vevañ, gant he c'hizidigezh dezhi [1].

Neuze e tro-hi pennoberennoù ar bed a-bezh e brezhoneg evit ma vefe kinniget teñzorioù sevenadurioù estren da Vreizhiz hag evit ma vefe pinvidikoc'h ar brezhoneg evit a sell ar gerioù hag ar mennozhioù a gaver e levr-mañ-levr. Embannet eo oberennoù-faltazi ha prederiadennoù skrivet e brezhoneg war-eeun ivez.

Levraoueg An Treizher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn-Internet An Treizher

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Istor an embannadurioù An Treizher (e galleg)