Mae 1968

Eus Wikipedia
"Berzet eo berzañ !"
Lugan brudetañ Mae 1968

Mae 1968 a vez graet eus ur mare a drubuilhoù e Bro-C'hall, gant manifestadegoù ramzel aotreet pe get, harzioù-labour bras e mizioù Mae hag Even 1968. Chomet eo al luskad sokial brasañ en istor Bro-C'hall en XXvet kantved.

Gant un emsavadeg studierien e Pariz e krogas an darvoudoù-se. Goustadik e voe tizhet ar vicherourien ha darn eus rummadoù ar gevredigezh dre Vro-C'hall a-bezh. Diaz an emsavioù a oa talañ ouzh ar galloud aotrouniek, er sevenadur koulz hag er bed sokial ha politikel. Bez' e oa ivez ur stourm a-enep ar c'hevalaouriezh, bed ar beveziñ bras, ar galloud impalaeriezhel stadunanat, ha dreist-holl galloud ar prezidant Charles de Gaulle.

Gant an amzer o tremen, Mae 1968 a voe gwelet evel un troc'h anat en istor ar gevredigezh c'hall, ar gevredigezh mod-kozh gant pouez bras an aotrouniezh, ar familh, ar relijion hag ar c'henteliadur a oa bet erlerc'hiet gant ur gevredigezh post-modern.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 1968, ar gomunourien ha sokialourien c'hall o devoa savet un unvaniezh evit an dilennadegoù. Pa oa bet dija ar gomunourien c'hall o harpañ ar gannaded sokialour en dilennadegoù, ar wech-mañ "Disklêriadur C'hwevrer" a lakae an daou strollad da sevel a-du gant mennozh ur gouarnamant kenstroll evit kemer plas ar prezidant de Gaulle hag ar strollad gaullour.

D'an 22 a viz Meurzh 1968, strolladoùigoù barzhed, sonerien ha 150 studier a aloubas savadurioù melestradurel skol-veur Nanterre e Pariz. Dalc'het e voe un emvod e sal emvod ofisiel kuzul ar skol-veur da blediñ gant an diforc'hidigezh er gevredigezh c'hall ha pouez ramzel ar velestradurezh er vro ha dreist-holl er skolioù-meur.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) BANTIGNY, Ludivine : 1968 – De grands soirs en petits matins, Paris, Le Seuil, 2018 (ISBN 978-2-0213-0157-1)