Mont d’an endalc’had

Harz-labour

Eus Wikipedia
Harz-labour, taolenn gant Stanisław Lentz.

Un harz-labour zo un ehan el labour graet gant al labourerien, en ul labouradeg pe ul lec'h bennak all, da c'houlenn kresk war o gopr pe doujañs ouzh o gwirioù peurvuiañ.

An harz-labour kentañ anavezet ganeomp zo c'hoarvezet war-dro -1166 en Egipt, dindan ren Ramses III : kaset e voe gant artizaned hag a laboure evit sevel bez ar faraon[1]. E Rouantelezh Bro-Chall, da vare rejañs Blanca Kastilha, un harz-labour daou vloaz etre 1229 ha 1231 gant kelennerien skol-veur Pariz, abeget gant lazhadeg kantadoù a studierien, a lakaas ar pab Gregor IX da aotreañ ar gwir da herzel al labour d'ar gelenennerien, gant abegoù 'zo[2].

Kreskiñ a reas an nover an harzoù-labour e-pad ar Reveulzi Greantel. Gant an divaezañ e oa aet kalz war-gresk an niver a labourerien er greanterezh hag o vevañ e kêr. Eus un tu, an doareoù bevañ er c'hêrioù a oa diaes evit un niver ken uhel a dud da lojañ gant nebeut arc'hant. Eus an tu all, ar stadoù labour, ar goproù izel kement hag al luskoù-labour uhel a oa bet mammenn da harzoù-labour bras. Alies e oa harzioù-labour en uzinoù hag ar meingleuzioù.

1906, Cananea (Mec'hiko) : ar patrom (ar C'horonal William C. Greene) o klask kendrec'hiñ e labourerien veksikan da zistreiñ d'al labour e-pad un harz-labour.

An harzoù-labour a c'hell bezañ implijet ivez evit plantañ bec'h war ur aozadur beli evel ur gouarnamant, evit lakaat anezhañ da gemm e bolitikerezh. A-wechoù e ro un harz-labour lamm da ren ur strollad politikel pe ur strollad ren ; evit ar skouerioù-se, an harzoù-labour a vez ul lodenn eus ur stourm sokial ledanoc'h. Skouerioù brudet a zo eus harzoù-labour hag o deus klasket degas kemmoù politikel en ur vro, evel hini 1980 e Stocznia Gdańskа pe harz-labour Polonia 1981, gant Lech Wałęsa e-penn. An harzoù-labour-se a oa bet diazez ar c'hampagn stourm foran evit kaout kemmoù politikel e Polonia. Unan eus abegoù fin ar Rideoz houarn hag ar bloc'had Komunour e Reter Europa e voent.

Harzoù-labour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) ROPERT Pierre, Il y a 3 000 ans, en Egypte, la première grève de l'Histoire, France Inter, 15/03/2023 (lennet d'ar 26/07/2025)
  2. (fr) GOROCHOV Nathalie, Naissance de l'université. Les écoles de Paris d'Innocent III à Thomas d'Aquin (v. 1200 - v. 1245), Honoré Champion, 2012, ISBN 978-2-7453-2401-6