Mont d’an endalc’had

Harz-labour miz C'hwevrer

Eus Wikipedia
Harz-labour miz C'hwevrer
harz-labour
Rann eusDutch resistance during World War II Kemmañ
Diellaouet gantDutch Resistance Museum Kemmañ
StadIzelvroioù Kemmañ
Lec'hIzelvroioù Kemmañ
DeiziadC'hwevrer 1941 Kemmañ
Deiziad kregiñ25 C'hwe 1941 Kemmañ
Deiziad echuiñ27 C'hwe 1941 Kemmañ
OrganizerCommunist Party of the Netherlands Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadDutch Resistance Museum Kemmañ
Delwenn De Dokwerker en Amsterdam, da zerc'hel soñj eus harz-labour miz C'hwevrer

Harz-labour miz C'hwevrer 1941 a voe un harz-labour hollek aozet en Izelvroioù da vare an Eil Brezel-bed, a-benn sevel a-enep d'an oberoù ha d'an disentezioù enepyuzev kaset da benn gant an Nazied. Diazezet e voe dreist-holl war ar skrapadegoù aozet gant an Nazied e karter yuzev Amsterdam. Kregiñ a reas an harz-labour d'ar 25 a viz C'hwevrer ha paouez a reas en deiz war-lerc'h.

An ober kentañ aozet en Europa a-benn sevel a-enep d'an disentezioù enepyuzev kaset gant an Nazied e voe, hag azoet e voe gant tud ha ne oant ket yuzev.

Stad an traoù a-raok

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em rentañ a reas an Izelvroioù da Alamagn e miz Mae 1940, hag an disentezioù enepyuzev kentañ a voe kemeret e miz Even 1940. E miz Du 1940 e voe skarzhet ar yuzevien eus kement framm foran a oa, ar skolioù-meur en o zouez. Da-heul e voe aozet manifestadegoù gant studierien e Leiden hag e lec'h all ivez. Er memes koulz ez eas war gresk an anken a oa e-touez micherourien Amsterdam, dreist-holl e-touez ar re a save bagoù en Amsterdam-Noord, rak aon o doa bezañ rediet da vont da labourat en Alamagn.

E-keit ma'z ae an traoù war washaat e c'hoarvezas meur a emgann kaset gant izili NSB hag izili e strollad stourm anvet WA (Weerbaarheidsafdeling – kevrenn difenn) he karterioù yuzev Amsterdam. Meur a emgann a c'hoarvezas er straedoù etre izili WA ha strolladoù emzifenn yuzev. E-kerzh unan eus an emgannoù brasañ, d'an 11 a viz C'hwevrer 1941 e Waterlooplein, e voe gloazet da vat Hendrik Koot, hag eñ ezel eus WA. Mervel a reas d'ar 14 a viz C'hwevrer 1941.

D'an 12 a viz C'hwevrer 1941 e voe gronnet ar c'harter yuzev gant soudarded alaman sikouret gant ar polis izelvroat. Orjal dreinek a voe staliet tro-dro d'ar c'harter, ha staliet e vo ivez checkpointoù gant ar polis. Azalek ar mare-se e voe difennet ar c'harter ouzh an dud nannyuzev.

D'an 19 a viz C'hwevrer ec'h erruas ar Grüne Polizei alaman er stal skorn Koco e Van Woustraat, hag un emgann a grogas. Meur a boliser a voe gloazet en emgann a zeuas da-heul. Meur a emgann all a c'hoarvezas e-pad dibenn-sizhun an 22 hag an 23 a viz C'hwevrer, d'ar mare ma voe aozet ur skrapadeg gant an alamaned. 425 paotr yuzev, etre 20-35 bloaz, a voe kemeret da ouestlidi ha kaset goude-se da gampoù-labour Buchenwald ha Mauthausen. Lod brasañ anezho a varvas dindan bloaz.

An harz-labour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da-heul ar skrapadeg en em vodas Izelvroiz e Noordermarkt d'ar 24 a viz C'hwevrer. Lakaat a rejont da bal aozañ ur harz-labour a-benn sevel a-enep d'ar skrapadeg hag a-enep d'al labour ret en Alamagn. En deiz goude e voe skignet traktoù da c'hervel d'an harz-labour, daoust ma oa bet berzet ar strollad politikel-se gant an nazied.

E-touez ar re gentañ a chomas a-sav gant o labour e voe ar vlenierien tramway, ha da heul tud all a rae war-dro servijoù-kêr, evel implijidi De Bijenkorf hag an dud a laboure er skolioù. Daoust ma klaskas an Alamaned lakaat un termen d'an harz-labour ez eas ar reuz war gresk en Amsterdam koulz hag e kêrioù all evel Zaanstad, Kennemerland hag Utrecht. Ne badas ket gwall bell an harz-labour : d'ar 27 a viz C'hwevrer e teuas ar polis alaman a-benn da lakaat un termen dezhañ. Daoust ma ne voe ket trec'h aozerien an harz-labour e chomas un darvoud a-bouez dre ma oa an hini kentañ aozet a-enep da zoareoù an nazied a-enep d'ar yuzevien.

Derc'hel soñj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep bloaz, d'ar 25 a viz C'hwevrer, e vez aozet ur gerzhadeg da zerc'hel soñj eus an harz-labour, hag a re o doa kemeret perzh enni a vale dirak Dokwerker, ar maen-koun bet savet e 1951, ha lakaet war ziskouez e miz Kerzu 1952. Savet e voe gant ar c'hizeller izelvroat Mari Andriessen. Izili an holl strolladoù politikel, tud e-kar eus an transportoù foran koulz hag izili kevredigezhioù derc'hel soñj eus an loskaberzh a gemer perzh en darvoud. Daoust ma voe lazhet tri ezel eus ar strollad komunour e-pad an harz-labour ha kaset 12 ezel all d'an toull-bac'h en Alamagn, e voe rediet izili ar strollad komunour da aozañ un darvoud all e-pad ar Brezel Yen, rak e-pad meur a vloaz e nac'has politikourien all e vije bet aozet an harz-labour gant izili ar strollad komunour.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • De Bezetting gant DR. L. Jong (1966, adembannet e 1985) embannet gant Querido, p.135–178
  • De Februaristaking gant DR. B.A. Sijes ha reoù all, embannet gant H. J. W. Becht, 1954
  • Ondergang gant DR. J. Presser, embannet gant Staatsuitgeverij, 1965

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]