Mont d’an endalc’had

Miroslav Krleža

Eus Wikipedia
Miroslav Krleža (1953)

Miroslav Krleža (distaget [mǐrɔ̝slav̞ kř̩le̞ʒa] e kroateg ; 7 Gouere 1893 – 29 Kerzu 1981) a oa ur skrivagner kroat, barzh ha kazetenner.

E-pad ar Brezel-bed Kentañ e savas e skridoù kentañ, pa oa war talbenn ar reter, en arme Aostria-Hungaria. Etre an daou vrezel e oa ezel eus Strollad Komunour Yougoslavia, met skarzhet e voe anezhañ e 1939 abalamour d'e sell war an arz ha war frankiz an arzourien. E-pad an Eil Brezel-bed ne savas a-du gant kostezenn ebet ha rebechet e voe an dra-se dezhañ goude. Gwennet e voe gant Tito avat hag e 1950 e voe anvet e penn ar Jugoslavenski Leksikografski Zavod ("Ensavadur Yougoslavat evit ar C'heriadurouriezh"), a embanne holloueziadurioù.

Kemer a reas perzh a-hed e vuhez e buhez lennegel ha sevenadurel Yougoslavia, koulz en amzer ar Rouantelezh (etre an daou vrezel) hag en amzer ar Republik sokialour (goude 1945). Bez' e voe unan eus saverien ar c'helaouennoù Plamen ("ar Flamenn") (1919), Književna Republika ("Republik lennegel") (1923–1927), Danas ("Hiziv") (1934) ha Pečat ("Siell") (1939–1940). Bez' e voe ivez prezidant Unaniezh Skrivagnerien Yougoslavia etre 1958 ha 1961. Sellet a reer outañ evel pouezusañ skrivagner kroatek an XXvet kantved, gant e romantoù, e varzhonegoù, e zanevelloù, e bezhioù-c'hoari hag e arnodskridoù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.