Pelopeia
Pelopeia (Πελόπεια e gresim) zo un anv roet da deir merc'h:
Merc'h Thyestes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pelopeia a oa merc'h da d-Thyestes.
He zad a oa bet oc'h en em gannañ dorn-ha-dorn gant e vreur Atreüs da gemer rouantelezh Mykenai e-pad ur pennad. E-keit-se e oa bet gant Aerope, gwreg e vreur, ha daou vab a oa bet ganet. Pa ouias an dogan e pedas e vreur avoultr d'ur banvez.
Merc'h da b-Pelias
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pelopeia a oa merc'h da Belias ha d'an eil pe eben eus an div vaouez-mañ, Anaksibia pe Fylomac'he, merc'h da Amfion. Meneg anezhi zo en Argonautika, ma ro d'he breur Akastos ur vantell a-raok dezhañ mont gant an Argonaoted.
Gant he c'hoar e lazhas o zad, touellet ma oant bet gant Medeia a roas dezho da grediñ e oa an dra d'ober evit e yaouankaat.
Merc'h da Niobe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pelopeia merc'h da Niobe, a voe lazhet evel he c'hoarezed gant an doueez Artemis[1],[2].
Mamm Kyknos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pelopeia, serc'h da Ares, mamm da g-Kyknos[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Apollodoros, Bibliotheke, 3. 5. 6
- ↑ Scholia en Euripides, Phoenician Women, 159
- ↑ Apollodoros, Bibliotheke, 2. 7. 7