Kyrene (nimfenn)
Neuz
- Anv meur a dra all eo Kyrene : gwelout Kyrene (disheñvelout).
Kyrene (Κυρήνη e gregach, a dalvez "rouanez souveren") a oa merc'h da Hypseüs (Ὑψεύς), roue al Lapited. Meneget eo gant ar varzhed Pindaros ha Kallimac'hos.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa zeuas ul leon d'ober reuz e-kreiz tropell he zad ez eas Kyrene dezhañ[1]. Apollon a oa o ruzañ dre aze a yeas sot ganti ouzh he gwelout, hag a skrapas anezhi. Kaset e voe gantañ da Afrika, ha savet e voe kêr Kyrene en hec'h enor. Ha Kyrenaika da-heul.
Ur mab o doe: Aristaios, a gelennas ar gwenanerezh d'an dud.
Hi, pe unan all anvet Kyrene ivez, a roas da Ares ur mab anvet Diomedes, e Trakia.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pindaros, Pythionikoi, IX, 5-70 ; kentañ meneg e Katalog ar Maouezed, gant Hesiodos, darn 125 MW.