Kyrene
Anv meur a dra all eo Kyrene : gwelout Kyrene (disheñvelout) .

Kyrene (Κυρήνη e gresianeg), a oa ur geoded c'hresian (e Libia, hiziv an deiz), an hini goshañ hag an hini vrasañ eus ar pemp trevadenn c'hresian a oa er vro-se, hag a roas hec'h anv d'ar vro penn-da-benn: Kyrenaika (Cyrenaica) implijet abaoe an Henamzer. Kêr-benn un eskobiezh kozh e oa, savet e traoñienn Djebel Akhdar.
Savet e oa bet Kyrene gant Gresianed deuet eus Thira (Enez Santorin), hervez ali diougan Delfi, dindan renerezh Aristoteles (pe Battos Iañ) war-dro -630.
Tierniezh ar rouanez Battiad a renas eus Battos Iañ betek drouklazh Arkesilas IV e -440 ha diazezidigezh an demokratiezh. Danevellet eo bet savidigezh ar geoded e pevare levrenn Istorioù Herodotos. Dont a reas ar vro Cyrenaica da vezañ ul lodenn eus impalaeriezh ar Btolemeed (war-dro 321 kent J.K.) ha goude se ur broviñs eus an impalaeriezh roman e 96 kent J.K.
E Kyrene e voe ganet ar skiantour Eratosthenes.