Eratosthenes

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Ma klaskit Eratosthenes, an oligark a gemeras ar galloud en Aten goude brezel Peloponnez gwelout ar pennad Tregont Mac'homer Aten.
Eratosthenes (Ἐρατοσθένης / Eratosthénês e gregach) a oa ur steredoniour, douaroniour, prederour, ha matematikour gresian eus an IIIe kantved kt JK, ganet war-dro 276 e Kyrene (hiziv Shahat e Libia), ha marvet en Aleksandria, en Egipt, war-dro 194 kent JK. diskibl e voe da Ariston C'hios.
Anvet e voe e penn Levraoueg Aleksandria war-dro 240 kent JK war c'houlenn ar faraon Ptolemaios III, ha kelenn e vab a reas. Sot e oa gant studi ar stered. Hervez Suidas en em lezas da varvel gant an naon goude deuet da vout dall rak n'halle ket sellout ouzh ar stered ken[1].
Brudet eo evit bezañ ar c'hentañ den anavezet en doa jedet ha roet trohed an Douar.
Muzuliañ trohed an Douar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eratosthenes eo an den kentañ anavezet en Istor roet gantañ trohed an Douar. Muzuliañ a reas anezhañ gant ur resisted vras. N'en doe ket ezhomm da vont er-maez eus Egipt evit se. Gouzout a rae pegoulz e oa ar goursav-heol da greisteiz en ur gêr anvet Swenet en egipteg (Syene e gregach; Aswan bremañ) hag a zo war Trovan ar C'hrank. Neuze 'ta d'an eur-se e oa dik an Heol er zenit (neinboent), a-blom a-us d'e benn eta (lavaret e vez en doa gwiriet an dra-se dre sellet skeud an heol en ur puñs don ur bloavezh all evit bezañ peursur). Gouzout a ouie ivez e oa Aleksandria ar c'horn sevel eus an Heol an 1/50 eus ur c'helc'h leun (7°12 eta) er su d'ar zenit d'ar memes poent. Gouzout a ouie ivez e oa Swenet dik er su da Aleksandria, 500 stad alehont, ar pezh a ra war-dro 800 km. Jediñ a reas e rae pep derez 700 stad, ar pezh a rae 252 000 stad. Soñjal a reer en doa muzuliet gant ar stad egiptat (e-tro 157.5 m) ar pezh a ra 39 375 km, ar pezh a oa gwall dost d'ar wirionez pa gaver 40075,02 km hiziv an deiz. Diazez an drigonometriezh ez eo, implijet kenañ evit ar c'heodeziezh.
Matematik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet en doa un doare kael, anver "krouer", evit kavout an niveroù kentaek.
- Gwelet amañ [1].
Kavadennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jedet en devoa ivez stou ahel an Douar war-bouez un derez. Abalamour d'ar stou-se ez eus koulzioù-amzer war an Douar (nevezamzer, hañv, diskaramzer, goañv). Kavet en doa ivez e pade ar bloavezh 365¼ devezh hag e vefe ret ouzhpennañ un devezh bep pevar bloaz, ar pezh na voe lakaet e pleustr nemet daou gantved war-lerc'h gant Julius Caesar.
E anv roet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur c'hrater war al Loar a zo bet anvet Erathostenes
- ur marevezh geologek eus al Loar a zo bet anvet Eratostenian
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Joseph Florentin Bonnel, Étude sur l'histoire de l'astronomie 2008, p.49