Mont d’an endalc’had

Antiope (Amazonenn)

Eus Wikipedia
Antiope (Amazonenn)
tudenn vitologel eus Gres
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denἈντιόπη Kemmañ
Lec'h douaridigezhtomb of Antiope, Athens Kemmañ
TadAres Kemmañ
MammOtrera, Marpesia Kemmañ
Breur pe c'hoarHippolite, Melanippe, Ortizia, Pentesilea Kemmañ
PriedTheseüs Kemmañ
BugelHippolytos Kemmañ
Kargqueen of Amazons Kemmañ
Present in workThe Sword is Forged, Wonder Woman, The Dinner Party Kemmañ
TribeAmazonezed Kemmañ
Ortizia hag Antiope, De mulieribus claris, Robinet Testard, XVvet kantved
Theseüs hag Antiope

Antiope a oa un Amazonenn, merc'h d'an doue Ares, e mojennoù Hellaz kozh. C'hoar e oa da Melanippe ha da Hippolyte, rouanez an Amazonezed. Antiope e oa an Amazonenn nemeti a vije bet dimezet. Gwreg Theseüs e oa, met meur a vojenn zo diwar-benn penaos e tapas anezhi.

En un doare eus ar vojenn edo Theseüs gant Herakles pan eas da gerc'hat gouriz aour ar rouanez Hippolyte. Neuze eo e skrapas Antiope d'e gas gantañ da Aten (Diodoros iv. 16). Dimeziñ a rejont hag Antiope a c'hanas ur mab, Hippolytos, a zouge anv he c'hoar lazhet. Ur pennad goude e teuas an Amazonezed da lakaat seziz war Aten, da zieubiñ Antiope, ha da gemer gouriz o rouanez. Ne deujont ket a-benn. Ar brezel atikat a vez lavaret eus ar brezel-se. A-hervez he devije brezelet Antiope gant he c'hoarezed, ha gloazet e vije bet. n'halle ket en em zifenn ken diouzh Theseüs... Neuze e voe lazhet gant ur saezh (pe ur goaf, hervez ar mojennoù) eus an Amazonenn Molpadia, rag-aon a vout gwallet.

Un doare all eus ar vojenn zo gant Caius Julius Hyginus. Theseüs a felle dezhañ dimeziñ da Faidra, hag Antiope, a oa leun a warizi hag a gounnar. Lakaet he doa en he soñj dont d'ober freuz ha reuz da zeiz an eured, ha gourdrouzet lazhañ an holl. Hi an hini a bakas taol ar marv, hag a sevenas diougan an orakl, met un arme a voe ezhomm da zont a-benn anezhi, gant Theseüs ha Herakles ouzhpenn (Hyginus, Fab. 241).