Alkinoos
Alkinoos (Ἀλκίνοος e gregach, da lavarout eo « spered galloudus ») a oa ur mab da Nausithoos pe da Feaks. Pried e oa da Arete ha tad e oa da Naosikaa, Halios, Klytoneos ha Laodamas.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Argonaoted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez mojenn Iason hag an Argonaoted edo Alkinoos o chom gant e wreg Arete e Drepanon. Pa zistroas an Argonaoted eus Kolc'his e teujont d'e enezenn. Pa zeuas tud Kolc'his war o lerc'h betek Drepanon e c'houlennjont ma vije daskoret o friñsez Medea, serc'h Iason, dezho, hag Alkinoos a lavaras e vije roet dezho ma oa gwerc'hez bepred, met ma oa gwreg Iason e vije diwallet gwreg hag ozhac'h gantañ. Ma rankas tud Kolc'his mont kuit hep o friñsez. Evel-se e c'hallas an Argonaoted distreiñ d'ar gêr, ha gante profoù digant Alkinoos[1],[2],[3].
En Odysseia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Homeros, edo Alkinoos o ren war ar Faiakiaiz (en Enez Sc'herie a-hervez), ha gant e bried Arete en devoa bet pemp mab hag ur verc'h, Naosikaa[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Apollonios Rodos, iv. 990-1225
- ↑ Orph. Argon. 1288, &c.
- ↑ Apollodoros, i. 9. § 25, 26
- ↑ Homeros, Odysseia vi. 12, &c., 62, &c