Naosikaa

Eus Wikipedia
Naosikaa, livadur gant Frederic Leighton war-dro 1878.

Naosikaa (Ναυσικά/Ναυσικᾶ e gregach, "dever listri") zo ur plac'h yaouank meneget hec'h anv en Odysseia, oberenn Homeros.

Merc'h eo da Alkinoos hag Arete, roue ha rouanez ar Faiaked, ha magañ a ra un tamm karantez ouzh Odysseüs.

En Odysseia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Naosikaa hag Odysseüs.

E C'hwec'hvet levrenn an Odysseia e teu lestr Odysseüs d'ober peñse war aod enez Sc'herie. Naosikaa hag he mitizhien zo aet da gannañ war aod ar mor.

Dihuniñ a ra Odysseüs, kuzhet noazh er c'hoad nepell, o klevout anezho, ma spont ar mitizhien. Sikour a c'houlenn ouzh Naosikaa. Ha hi da reiñ un tamm dilhad dezhañ ha d'e ambroug betek kêr. Kompren a ra ez aio an teodoù en-dro ma vez gwelet o pourmen gant ar gwaz. Hag int da leuskel Odysseüs e-unan aze, ha mont d'ar gêr. Met lavarout a ra ar plac'h da Odysseüs mont rag-eeun da di Alkinoos ha displegañ e stad d'he mamm Arete. Brudet eo Arete da vout furoc'h eget he fried Alkinoos, hag eñ zo kustum da selaou hec'h alioù. Odysseüs a ya neuze da-gaout Arete, a zo prest d'e sikour, ha degemeret eo gant ar roue. E-pad e chomadenn e kont Odysseüs e droioù da Alkinoos hag e lez, hag an danevell-se a ya d'ober un darn vras eus an Odysseia. Alkinoos neuze a bourchas listri da Odysseüs da zistreiñ da Itaka.

Yaouankik ha koantik eo Naosikaa, hag Odysseüs a lavar e tenn d'un doueez, da Artemis dreist-holl. Hervez Aristoteles ha Diktys Kreta e timezas Naosikaa goude da Delemac'hos, mab Odysseüs, hag ur mab o doe, anvet Perseptolis pe Ptoliporthos.

Taolenniñ a ra Homeros ar garantez chomet dilavar, marteze ar skouer gentañ anezhi el lennegezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.