Mont d’an endalc’had

Meurzh (doue)

Eus Wikipedia
Meurzh
doueelezh roman, doue ar brezel, Sabine deity
Rann eusDii Consentes Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv er yezh orinMars Kemmañ
MoranvУльтор Kemmañ
TadYaou Kemmañ
MammJuno Kemmañ
PriedNerio Kemmañ
Kompagnun(ez)Rea Silvia, Aemilia Kemmañ
BugelRemus, Romulus, Picus, Formido, Kupidon Kemmañ
Tachenn labourGwengelouriezh Roman Kemmañ
Azeulet gantrelijion Henroma Kemmañ
Tachenn ar sant pe douebrezel, gounezerezh Kemmañ

Meurzh e oa doue ar brezel e relijion ar Romaned. Dont a rae eus Quirinus (pe Kirinus) doue ar brezel gant ar Sabined hag an Osked.

Tostaet e vez ouzh Ares, doue Hellaz kozh, met disheñvel eo o orin hag o doare.

Savet e voe un templ dezhañ gant Eost (Oktavius) ha lesanvet e voe gantaén Ultor (an Dialer).

Da gentañ ne oa ket doue an Distruj, met diwall a rae ar Struj. Ur gouel a oa dezhañ er miz a zoug e anv, pa darzh ar broñsoù ha pa zispake ar bleunioù kentañ. En hon amzer ez eus bet tud o klask bodañ ar perzhioù-se en ur meizad komprenus, ar brezelekaat hag ar strujusaat. Kavet o deus e tegouezhe ar gouel pa baoueze an Natur hag an Armeoù da c'hoañviñ, ha pa adkroge an emgannoù.

Da neuze e vije arouez an nerzh o sevel en douar, er gwez, er parkeier hag er c'halonoù.