Oinomaos
Neuz
Oinomaos (Οινόμαος e henc'hresianeg), mab da Ares ha d'ar Bleiadenn Asterope (pe da Harpina hervez tud zo), a oa roue Pisa en Elis.
Divizet en doa reiñ dorn e verc'h Hippodameia d'ar paotr a c'hallfe gounit warnañ en ur redadeg kirri ; evel-se e voe lazhet un toullad kevezerien gant ar roue a c'houneze bep tro abalamour d'e gezeg en devoa bet digant e dad .
Pelops avat, gant sikour Myrtilos, a zeuas a-benn eus ar roue, a dorras e garr hag a voe lazhet gant e gezeg ouzh e stlejañ.
Ar redadeg kirri-se a oa unan eus orinoù mojennel ar C'hoarioù Olimpek da dud Hellaz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollodoros, Epitom (II, 4-7)
- Diodoros, Bibliotheke (IV, 29)
- Hyginus Fablennoù (LXXXIV)
- Paosanias Deskrivadur Hellaz (V, 1)
- Pindaros Kanennoù olimpek (I).