Pisa (Hellaz)

Eus Wikipedia

Pisa a oa ur geoded en Hellaz kozh, kêrbenn ur Stad anvet Pisatis, a voe aloubet gant Elis diwezhatoc'h.
War he douaroù edo kêr Olimpia, ma veze dalc'het ar C'hoarioù Olimpek kozh.

Etre Harpinna hag Olimpia edo. Enni edo Oinomaos ha Pelops o chom hervez ar vojenn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn un unvaniezh 8 stad e oa, anezho Pisa, Salmone, Heraklea, Harpinna, Cycesium, Dyspontium ha div all ouzhpenn ha n'ouzer ket o anvioù.

Er penn-kentañ eo Pisa a rene war ar C'hoarioù Olimpek, met tennet e voe kement-se diganti gant Elis. Klask a eure Pisa adkemerout he renk ha neuze e tarzhas brezelioù etre Pisa hag Elis, kement ha ken bihan ma voe distrujet Pisa e 572 kent JK.
E 364 kent JK e voe 104vet c'hoarioù an Henamzer met ne oa ket eus Pisa ken. Pa deuas Paosanias da weladenniñ ar vro ne gavas nemet gwiniegi ken.


Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vojenn e voe savet gant Pisos mab da Perieres, niz da Eol.